Bremañ - Niv. 427

Bremañ - Niv. 427

Adperc’hennañ ar yezh, ur stourm pemdeziek

“Ur stourm pemdeziek ha hir eo hini Skol an Emsav. Gant ma vo e pep lec’h e Breizh, e kement kêr, bourk pe garter, kreizennoù o stourm ha tud o labourat asambles, e chomo bev pobl Vreizh hag ec’h adkavo he fersonelezh”. Setu ar pezh a c’haller lenn e Levrig disentezioù Skol an Emsav a oa bet embannet e 1981. D’ar c’houlz-se e oa kreizennoù Skol an Emsav e pep lec’h e Breizh : Naoned, Roazhon, Treger, Gorre-Leon, Goueled-Leon, Kerne-Izel, Kerne-Uhel, an Oriant, Gwened… ha Pariz. Bepred eo ur stourm pemdeziek komz brezhoneg, kelenn brezhoneg, ober gant ar yezh, treuzkas anezhi, e pep lec’h. Setu 50 vloaz e stourm Skol an Emsav evit adperc’hennañ ar brezhoneg, hor yezh. Un diforc’h bras zo etre kelenn brezhoneg d’an dud deuet e 2019 ha kelenn brezhoneg d’an dud deuet e 1969 avat. Emdroet eo kalz ar bedagogiezh en 50 vloaz tremenet, an teknikoù, an hentadoù kelenn, an hentennoù. E 2019 e c’haller mont da vrezhoneger pe brezhonegerez ampart pe ampartoc’h e-korf 9 miz. Koulskoude, bev-mat e oa ar brezhoneg c’hoazh er gevredigezh e fin ar bloavezhioù 1960. Hiziv eo deuet da vezañ yezh ur gumuniezh, kumuniezhig ar vrezhonegerien. Gwir eo, morse n’eus bet kement a vugale skoliataet e skolioù divyezhek pe dre soubidigezh, morse n’eus bet kement a oadourien enskrivet e stummadurioù hir, morse n’eus bet kement a gleweled e brezhoneg, morse n’eus bet kement a arc’hant gouestlet d’ar yezh, morse n’eus bet kement a dud o labourat gant ar brezhoneg. Daoust da se, morse marteze n’eo bet ken bitous plas ar brezhoneg er gevredigezh keodedel. Bev e chomo ar brezhoneg diwar-bouez labour an holl dud ha frammoù a vez o kiañ bemdez evitañ, Skol an Emsav en o zouesk, hag a-drugarez d’an holl re a ra gant ar yezh en o labour hag en o buhez prevez, evel-just. N’eo ket “chom bev” hepken a fell deomp, koulskoude. Ne c’haller ket bezañ laouen gant “sellit ’ta, n’eo ket marv ar brezhoneg !”. Dont da vezañ yezh ar gevredigezh en-dro eo galvedigezh ar brezhoneg. Siwazh, ne c’hoarvezo ket gant ar pezh a vez graet bremañ ha splann eo, kevredigezhel ha politikel e vo an diskoulm. Da Vreizhiz da lakaat e penn ar galloud ar re a venno ober eus ar brezhoneg yezh ar gevredigezh en-dro.

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
A bell zo e klever komz eus brizhkeleier.

Anavezout ar bed
An impalaer santel hag e gastell souezhus.

Broioù & pobloù
Kamp an Amerikaned e Brest e 1917-1919.

Breizh

Bremañ e Breizh
An davarn Le Guibra e Sant-Suleg-ar-C’hoad.

Bevañ e Breizh
Skolioù div yezh enno pe skolioù disrannet ?

Bevañ e brezhoneg
Geriafurch, ur geriadur evit unaniñ ar geriadurioù !

 

Teuliad : 50 vloaz Skol an Emsav, ouzh ar stern bepred

Ur sell war Skol an Emsav en 10 vloaz tremenet
...ha war ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet.

Petra eo Skol an Emsav evidoc’h ?
Un dornad testenioù digant tud bet e Skol an Emsav.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sportoù & yec’hed
Grit anaoudegezh gant c’hoari bouloù Naoned !

Levrioù, arzoù, embann
Ul levr brezhonek, unan divyezhek hag unan e galleg.

Boued
Pigouilh Molenez (gant kig) ha dahl fer koural (hep kig).

 

Prev Next