Bremañ - Niv. 395

Bremañ - Niv. 395

Kavout hentoù nevez

Distro-skol ha distro ar programmoù nevez er mediaoù ivez. E Gwengolo e kustum ar chadennoù skinwel ha skingomz kinnig o frogrammoù nevez, o nevezentioù.

Diouzh o gwellañ e ra ar re a labour e metoù ar mediaoù brezhonek evit kinnig traoù nevez ivez. Berr an arc’hant avat ha diaesterioù all a bep seurt da-heul. Diasur eo dazont France 3, seul vui m’eo liammet ivez ouzh cheñchamant ment ar rannvroioù. Evit ar mare e chomomp gant “Breizh” he fevar departamant, met peseurt skinwel publik hor befe ma vefe kendeuzet rannvro Breizh gant hini Broioù-al-Liger? Hag er c’hontrol, p’hor bo diframmet an adunanidigezh, petra a c’hallo France 3 Breizh (a-bezh) ober?

Bez’ emañ ivez ar preder da gaout war ar cheñchamantoù a c’hoarvez e bed ar media. War liesseurtaat ez a an doareoù da sellet ouzh ar pezh a vez produet. Rankout a reer derc’hel kont eus an dra-se evit ar brezhoneg evel-just. Met ur fazi e vefe moarvat enebiñ mediaoù “kozh” ha mediaoù nevez. An eil re a vag ar re all.

Bezet a vezo, brasaat plas ar brezhoneg er mediaoù a chom unan eus ar palioù pouezusañ evit ma vo brezhonegerien warc’hoazh. Kaout plijadur e brezhoneg, deskiñ traoù e brezhoneg, bezañ kelaouet e brezhoneg. Un dra ret-groñs evit ma vimp keodedourien vrezhonek.

TaolennPajennoù PDF

Trawalc’h gant ar bombezadegoù hag ar gronn war Gaza
Feuls ha tenn eo bet an traoù e Strizhenn Gaza adarre er mizioù tremenet.

Kemer ar gwir da vouezhiañ
Ur vanifestadeg all a vo e Naoned d’ar 27 a viz Gwengolo evit an adunaniñ.

Festi-Gae Gourin: ur fest digor d’an holl!
E Gourin e oa bet aozet ar Festi-Gae, evit ar seizhvet gwech, d’an 2 a viz Eost.

Teuliad ar miz: Skinwel, dibab hentoù nevez

Badara Lô, Tregeriad a galon
Badara Lô a c’heller gwelet ha klevet war marc’hadoù Bro-Dreger.

C’hoari an Tronioù
Hag anavezout a rit Game of Thrones, ur stirad hag a ra berzh bras?

Ho lazhañ a rin en noz
Ar romant The Shining gant Stephen King zo bet troet e brezhoneg.

Embann
Er miz-mañ e vo moullet ul labour gant Frañsez Vallée chomet diembann betek-henn.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Bed digloz Brieg Guerveno
Pennadig-kaoz gant Brieg Guerveno bet o seniñ e Japan hag en Euskadi.

Prev Next