Bremañ - Niv. 428

Bremañ - Niv. 428

1919-2019 : kant vloavezh a cheñchamant en Europa

Dalc’het ez eus bet soñj e kornôg Europa eus ar bloavezh 1918 evel fin ar Brezel bras daoust ma veze dalc’het emgannoù kriz c’hoazh er bloavezh 1919, e reter ar c’hevandir, etre Hungaria hag hec’h amezeien dreist-holl. Bras eo bet ivez ar c’hemm politikel a oa bet da-heul an holl lazhadegoù-se ha forzhik a dud a grede dezhe e vije bet stabilaet ar peoc’h dre feur-emglevioù etrebroadel. Er bloaz-se ivez e oa bet lakaet er pleustr ar mennozh gwareziñ ar minorelezhioù. Ar peoc’h n’eo ket padet pell avat, nag un darn eus ar Stadoù a oa bet krouet d’ar mare-se : aet Yougoslavia ha Tchekoslovakia da get a-raok tizhout o c’hant vloaz ha ganet ez eus bet meur a Stad diwar o dismantroù. Chom a ra en holl Stadoù-se – pa vefe Hungaria, Polonia, Tchekia, Slovakia pe c’hoazh Roumania – ur gwir hengoun evit ober war-dro o minorelezhioù, evit difenn anezho. Gwirioù hag a ya d’ober ul labour a bouez a-benn stabilaat ar peoc’h en Europa... Ha disoñjet e vez alies amañ e-giz-mañ.

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Doare korvoiñ douaroù Amazonia ne bado ket.

Anavezout ar bed
Leonardo da Vinci (1452-1519), an arzour hep e bar.

Broioù & pobloù
Emgann Diên Biên Phu, etre miz Meurzh ha miz Mae 1954.

Breizh

Bremañ e Breizh
Bepred emañ ar greunit e-touez arouezioù pennañ ar vro.

Bevañ e Breizh
Begerel he deus savet he brud dre al levrioù (kozh).

 

Teuliad : 1919-2019 : Stadoù ha minorelezhioù en Europa ar Reter

Pan-Slavia, Aostro-Slavia, Brati-Slavia…
Al luskadoù slav da-heul dismantr an impalaeriezhoù.

Mammvro ha “merc’hvro”
Istor kemplezh ar c’horn-bro anvet Prekmurje.

Gwir birvilh ar minorelezhioù e Polonia ?
Tri statud minorelezh ofisiel zo e Polonia.

Minorelezh business e Roumania
Heverk eo mererezh ar minorelezhioù e Stad Roumania.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Un daol-grenn diwar-benn ar sevel filmoù brezhonek.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ur pennad-kaoz gant produet ar strollad Fleuves.

Levrioù, arzoù, embann
Alex Salmond, Louis Guilloux ha Yann-Fañch Kemener.

Boued
Gnocchi mod Roma hag ur wastell maiz.

 

Prev Next