Bremañ - Niv. 393 394

Bremañ - Niv. 393 394

Skeud Moloch Er mareoù kent e kinnige meuriadoù ar gouelec’h aberzhioù d’un drougael. Moloch a veze graet dioutañ. Goulenn groñs a rae ma vefe devet maouted, leueoù, dañvadezed, laboused ez vev en e enor… Ha bugale ivez. Kreñvaet e oa e c’halloud a-feur ma ruilhe daeroù war divjod o mammoù. Gant diorren ar skiantoù hag ar preder hor bije gellet soñjal e oa echu renad Moloch. Touellet omp bet. Cheñchet eo bet anv al loen kriz. Broadelouriezh eo e anv nevez.

Er bloavezhioù 1910 e rae berzh komzoù diboell an drougael. Soñjal a rae da vicherourien Frañs e oa micherourien Prusia o enebourien douet. Soñjal a rae da gouerien Prusia e oa kouerien Frañs o enebourien douet. Mouget e oa an divizoù gant an huchadennoù. En tousmac’h-se e save mouezhioù a zifenne ar peoc’h, hini Jean Jaurès en o zouez.

En e levr Les Thibault e tispleg Roger-Martin du Gard pegen diaes e oa kefridi Jaurès. Penaos kendrec’hiñ an dud gant arguzennoù fur pa vez tapet o speredoù gant ar follentez? Deuet eo da vezañ Jaurès un dudenn istorel ha lennegel. Siwazh! Ne oa ket an orator milvrudet kreñv a-walc’h evit enebiñ ouzh azeulerien Moloch. Fellout a rae dezho aozañ loskaberzh pobloù Europa evit ma tiwanfe un urzh nevez, kempouezet hervez o youl.

E Breizh, kizellet e greunvaen monumantoù ar re varv e lenner anvioù ar verzherien. Ra vo adroet o mouezh dezho dre oberennoù skrivagnerien ar vro.

TaolennPajennoù PDF

Korsika: peseurt statud evit an annezidi?
Ur statud dibar evit annezidi Korsika? Emañ ar mennozh oc’h ober e hent.

BreizhEire: Iwerzhon ha Breizh dorn-ha-dorn
Nevez zo e oa bet savet ar gevredigezh BreizhEire gant Bretoned en Iwerzhon.

Ur master war glad ha sevenadur Okitania
Ur master war glad ha sevenadur Okitania a c’heller tremen e Skol-veur Tolosa.

Moged al liorzhoù
Tud zo a aoz butun-struj diwar delioù hortensia. Dañjerus eo evit ar yec’hed.

Marc’had treuzatlantek: gwirioù ar Stadoù hag ar geodedourien en arvar
Kaoz a vez kalz eus an emglev marc’had treuzatlantek etre Europa ha SUA.

Berzh ar Front National, kleñved ar vuhez a-stroll
Berzh e ra muioc’h-mui strollad ar Front National en dilennadegoù e Frañs.

Raktresoù adframmañ Breizh: ur sell a-dreñv, 1945-2014
Kinnigoù liesseurt zo bet graet evit frammañ Breizh en ur mod all abaoe 1945.

Ligériens, Bretilliens, “Bretons”, Haute-Bretagne…
Ligériens, “Bretons”, Haute-Bretagne... Drougimplijet e vez an anvioù-se re alies.

Teuliad ar miz: 1914-1918, testeni hor skrivagnerien

Neolitik dre ar brezhoneg
Gweladennoù arkeologel zo bet graet e brezhoneg e Bro-Dreger.

Ar Redadeg... Penn-da-benn!
Testeni Maksim, kemeret perzh gantañ e skipailh kreiz Redadeg 2014.

Ishiwara: an den a zigoras an Eil Brezel bed
Ha goût a rit piv e oa ar Jeneral Ishiwara? Maget en doa tan an Eil Brezel bed.

Marv Caezar
Ar film Cesare deve morire gant Paolo ha Vittorio Taviani, savet e 2012.

Surfin' BZH
Seurfiñ e Breizh a c’heller ober, e Beg an Dorchenn evel-just hag e lec’h all ivez.

Embann
Milendall ha Bizied Eva gant Yann-Fulub Dupuy, Ar Waremm Vras gant Youenn Kervalan...

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Lizher
Ul lizher diwar-benn an abadennoù radio ha tele a ra gant brezhoneg ha galleg.

Donemat e fest an Ifern (baradoz ar vetalourien)
Festival an Hellfest e Klison zo deuet da vezañ baradoz ar “vetalourien.”

Prev Next