Bremañ - Niv. 392

Bremañ - Niv. 392

Iwerzhoneg: n’eo ket echu an abadenn.

Pa vez lakaet ar gaoz war tonkad ar yezhoù etre mignoned e Breizh e teu bep tro skouer an iwerzhoneg evel ar pep gwashañ a oa tu d’ober. Ken ez eo deuet da vezañ un dra “anat” d’an holl ha degemeret da vat ha da viken.

Gwall c’harv e vezer e-keñver Iwerzhon alies ha disoñjal a reer meur a dra. Lavaromp da gentañ ez eus dija ur pennad mat n’eus mui “brezhonegva” ebet e Breizh, da lavaret eo ul lec’h ma vije ar brezhoneg yezh an holl rummadoù sokial, oadourien koulz ha bugale… Un tamm uveloc’h e tlefemp bezañ eta.

Arabat eo disoñjal ar pezh ez eo bet Istor Iwerzhon ivez: meur a vilion a Iwerzhoniz o tivroañ da Amerika en 19vet hag en 20vet kantved hag an naonegezh veur a lazhas ur milion bennak a dud etre 1845 ha 1852… Ma lakaer ouzhpenn en deus an iwerzhoneg da dalañ ouzh yezh c’halloudusañ ar bed e c’haller lavaret ez eo ur seurt burzhud e vefe bev atav an iwerzhoneg.

Kalz gwelloc’h a vije bet tu d’ober gant gouarnamantoù Iwerzhon evit reiñ lañs d’an iwerzhoneg. Met, eus un tu all, piv a c’hall lavaret petra e vije deuet ar yezh da vezañ ma ne vije ket deuet Iwerzhon da vezañ ur Stad dizalc’h?

En niverenn-mañ e ouestlomp hon teuliad d’an iwerzhoneg. Sevel a ra iwerzhonegerien eus Béal Feirste da C’halliv da cheñch an tonkad a seblante merket da yezh keltiek ar vro. Evel e pep lec’h, mard eo ret kaout lezennoù evit gwarantiñ gwirioù ar gomzerien, n’eo nemet dre youl ar geodedourien e vint lakaet da dalvezout.

TaolennPajennoù PDF

Skos o vont da vroad dizalc’h?
Emañ politikourien Dinedin ha Londrez o prientiñ referendom miz Eost.

Gerry Adams, ur sizhun en ifern
Trouz zo bet en Iwerzhon: serret Gerry Adams, penn ar Sinn Féin.

Ar maiz: kevrin an orin
Kevrinus eo orin ar maiz. Abaoe miliadoù a vloavezhioù e vez gounezet.

Teuliad ar miz: Iwerzhoneg: gounit tachenn en-dro

Kenavo ’benn miz Gwengolo
Ur sell war darvoudoù ar bloavezh tremenet e skol-veur Roazhon 2.

Deomp pelloc’h gant ar yezh
Ur skiantour ha prederour dibar a oa eus ar Suis Paracelsus (1493-1541).

Kampionad ar Bed Super Mario Kart
Abaoe 2002 a vez aozet kampionadoù e Frañs evit c’hoari Super Mario Kart.

Karrezioù ha manegoù gwenn ha du
Chessboxing: empentet eo bet ar sport souezhus-se gant Enki Bilal!

Embann
Levrioù ha pladennoù bet resevet gant skipailh Bremañ.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Kemennadennoù
Ur stal-labour gant Wikipedia, skol-hañv KEAV, festival sinema Lanvezhon...

30 vloaz klasoù divyezhek publik Roazhon
Er miz-mañ e vo lidet 30 vloaz klasoù divyezhek publik Roazhon.

Prev Next