Bremañ - Niv. 391

Bremañ - Niv. 391

Dreistordinal Un niverenn dreistordinal eus Bremañ zo etre ho taouarn. Kavout a reoc’h enni un teuliad eizh pajenn gouestlet d’ar Redadeg, zo deuet da vezañ darvoud meur buhez ar brezhoneg. Bep daou vloaz, niverusoc’h-niverusañ an dud da embann e vevo hor yezh.

Skignet e vo an niverenn-mañ eus Bremañ e Montroulez da vare al loc’hañ hag e Groñvel da vare an degouezh. Se zo kaoz ez eus bet lakaet tammoù gallek enni, evit ur wech, kement ha sikour an tostaat ouzh ar pezh ez eo ar Redadeg.

C’hwi hag a zo o lenn an tamm pennadig-stur-mañ, boas oc’h da lenn Bremañ marteze, met n’oc’h ket koumanantet. Hep ho koumanant e chom ho kelaouenn en arvar bras koulskoude. Brav gwelet mennozhioù nevez o tont da wir. Buhez hir a hetomp dezho. Genel zo mat, padout zo tad! Neuze, goude ho redadenn, na zisoñjit ket kas ho chekenn goumanantiñ, evit ma c’hallo Bremañ derc’hel da vont. Ho trugarekaat!

Ar wech kentañ eo deoc’h kaout Bremañ etre ho taouarn? Neuze kasit anezhi ganeoc’h d’ar gêr ha kemerit an amzer d’he lenn. Pennad pe bennad a blijo deoc’h, sur, gant al liesseurt ma’z int, hag evel-se e vez bep miz! Ur gelaouenn a ra brav d’ar brezhoneg ive.

TaolennPajennoù PDF

Unaniezh a ra nerzh
Etre an 22 hag ar 25 a viz Mae e vo dilennet kannaded Parlamant Europa.

Katalonia dizalc’h: Bro-Spagn war he genoù?
A-benn miz Du 2014 e vo kinniget ur referendom e Katalonia.

Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn
Liseidi eus Baiona a c’houlenn tremen ar vachelouriezh a-bezh en euskareg.

Ar paotr a guzulie e pleg skouarn ar pennoù bras
Dastumet en deus Morvan Duhamel komzoù ar c’huzulier Georges Albertini.

Listri an dizemglev
Keloù mat pe keloù fall? Listri-brezel rusian a vo savet e chanter Sant-Nazer.

Teuliad ar miz: Redadeg 2014

Boum Ai’ta! e Roc’h Tredudon evit ar brezhoneg er skinwel
Emañ Ai’ta! oc’h aozañ ur fest evit kaout brezhoneg en tele hag er radio.

Deomp pelloc’h gant ar yezh
Abaoe miz Ebrel e kinnig Skol an Emsav ur stummadur “uhel” tri miz.

Gwenno Saunders
Kanañ saozneg, kerneveureg ha kembraeg a ra Gwenno Saunders.

Mapuche, romant-polis nevez Caryl Férey
Berzh a ra romantoù-polis Caryl Férey, an hini nevez en o zouez, Mapuche.

Embann
Ur bladenn, daou levrig bugale, niv. 3 #brezhoneg hag ur gemennadenn

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

An Alambadeg!
Gant sonerien Alambig Electrik eo bet savet kanaouenn Redadeg 2014.

Prev Next