Bremañ - Niv. 429

Bremañ - Niv. 429

Brezhoneg ha gallaoueg dorn-ha-dorn ?

Ral a wech ez eus bet roet ton d’ar gallaoueg er gelaouenn Bremañ betek-henn, e-korf daou ugent vloaz, daoust m’eo gwriziennet Skol an Emsav ha Bremañ a bell zo e Roazhon hag e Breizh-Uhel dre vras. Abaoe savidigezh politikerezh yezh Kuzul-rannvro Breizh e 2004 ez eus bet adroet lañs, a vloaz da vloaz, d’ar gallaoueg gant tud ha kevredigezhioù liesseurt. Savet ez eus diemglev pe tabut zoken gwechoù zo, abalamour d’ar soñj e vefe kevezerezh etre brezhoneg ha gallaoueg, alies-mat hep kemer e kont plas ar galleg en afer. Dre chañs, tud zo, diaes dezhe rannañ o c’harantez ken kreñv evit an eil yezh hag eben, a glask magañ ur c’hennerzhañ emsavus, gant ar soñj e c’hello ar brezhoneg hag ar gallaoueg mont war-raok dorn-ha-dorn. Nebeutoc’h a ziseblanted hag a zisfiz, muioc’h a zoujañs hag a genskoazell ? Evit an teuliadig kentañ en istor ar gelaouenn gouestlet d’ar gallaoueg ez eus bet dibabet diskouez ur sell istorel war emsav ar gallaoueg dre labour studi Léandre Mandard, ul labour kaset da benn dre dennañ splet eus skiant aozadurioù hag a bled gant ar brezhoneg peurvuiañ (Dizale amañ), ha diskouez roll pennañ un aozadur kreiz (Institut du galo, d.l.e. Ensavadur ar gallaoueg) evit reiñ lusk da labourioù hollek, brudañ ha harpañ d’ar pezh a vez graet gant aozadurioù all.

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Bremañ er bed
Prevesaat La Française des Jeux ; fin ar Genrouedad.

Anavezout ar bed
Kevrin ar c’hevredigezhioù kuzh...

Broioù & pobloù
Un droiad e Babel Film Festival 2019 e Sardigna.

Breizh

Bremañ e Breizh
Hentoù-treuz an treiñ e Naoned.

Bevañ e Breizh
An eiltiez e Breizh : gwalldroioù an “Douar Santel.”

 

Teuliad : Ul lañs nevez gant ar gallaoueg

Stourmerion ar gallaoueg, stourmerion an Emsav
Istor an emsav gallaouek en 20vet kantved.

Disous ha kontous a ro ton d’un istor nevez e gallaoueg
Advouezhiet ez eus bet filmoù bevaat e gallaoueg.

Dileuriañ ar gallaoueg
Komzoù gant rener an Institut du galo, Jerom Bouthier.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Ur c’hendiviz lennegel etrebroadel a vo e Roazhon.

Levrioù, arzoù, embann
Pennadoù a-zivout pladennoù ha levrioù kaset deomp.

Sportoù & yec’hed
Orin ar seurf hag an adsav en 20vet kantved.

Boued
Bouloùigoù pinochez ha ricotta, dienn pour ha kaol-fleur.

pdfNiv.249 Bremañ

Niverenn 249 Bremañ en he fezh.

 

Prev Next