Bremañ - Niv. 390

Bremañ - Niv. 390

Peadra da vezañ nec’het Buan-tre e c’hell cheñch harzoù ar Stadoù : e-korf teir sizhunvezh, etre ar 27 a viz C’hwevrer hag ar 16 a viz Meurzh ez eus bet aozet ur referendom e Krimea, ha divizet adunaniñ ar rannvro-se gant Rusia. Tost da 97% eus annezidi ar c’hourenez a oa savet a-du gant ar c’hinnig. Evel-just, n’eus nemet an dud o deus aozet ar referendom-se a gav reizh an disoc’h. Ar re all a gomz eus farsadenn droch.

E 2008 e oa bet reuz etre Rusia ha Jorjia abalamour da Osetia ar Su, bremañ etre Rusia hag Ukraina. Eno emañ an dalc’h gant Rusia, abaoe fin an Unaniezh Soviedel, n’ouzer ket pelec’h e krog ha pelec’h ez echu. Fellout a rafe d’an aotrou Poutin ledanaat tiriad Stad Rusia ha n’en deus ket aon rak ur brezel, ha pa vefe yen. Peadra da vezañ nec’het pa weler pegen mennet e oa soudarded Rusia da adtapout bonioù arme Ukraina ha skarzhañ ar soudarded ukrainat a oa c’hoazh enno.

D’an eur ma skriver ar pennadig-mañ e vefe tost da 10000 soudard rusian a-hed an harzoù etre Rusia hag Ukraina. Gouest eo bet Poutin da adtapout Krimea a-­drugarez d’ul luadenn diwar zemokratelezh. Ha prest e vije Poutin da adtapout lodenn rusianek Ukraina gant an abeg eo rusian… Met gant an armoù er wech-mañ? Ned a ket an traoù war sioulaat eno ha peadra zo da vezañ chalet.

TaolennPajennoù PDF

Ur mennad evit Reünioniz en harlu e-pad 20 vloaz
Etre 1963 ha 1982 e oa bet kaset bugale eus ar Reünion da Vro-C’hall.

Adframmañ tiriadoù Frañs: an dae e vil skoilh warn-ugent
Abaoe meur a viz ez eus kaoz eus adframmañ ar rannvroioù e Frañs.

Bonedoù ruz, trede pazenn
Gant kenstroll ar Bonedoù ruz e oa bet aozet “Breujoù Breizh” e Montroulez.

Teuliad ar miz: Trouz brezel en Ukraina

Bezañ stummet e brezhoneg: hentoù nevez
Pemp stummadur a vo kinniget e Brest gant Kreizenn ar C’huzh-heol ha Stumdi.

Devezh emgav / niv.2 #brezhoneg
Ur pennadig savet gant stajidi Mervent ha Skol an Emsav ha niv.2 #brezhoneg.

Giordano Bruno (1548-1600), manac'h e spered dizalc'h bet devet
Ar prederour Giordano Bruno a oa bet barnet ha devet gant an Ofis Santel.

Liorzhoù dorn-ha-dorn
Gant an arkitektourez Isabelle Guyot e vez treset liorzhoù evit tud dall.

Ar c'hleze hag ar skoed
Hag anavezout a rit ar systema, doare gouren ar soudarded soviedel?

Finvezioù diwezhañ ur barzh
Levr Naig Rozmor, Finvezioù diwezhañ ur barzh, kinniget gant Valérie Kervella.

Embann
Daou levr bet lennet gant ur c’henskriver da Vremañ ha re all bet resevet.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Metamorfoz Piba
Metamorfoz, ur pezh-c’hoari nevez savet gant strollad Teatr Piba.

Prev Next