Bremañ - 2.0 - Enlinenn

Bremañ - 2.0 - Enlinenn

Lenn Bremañ 2.0

E-kerzh ar prantad dreistordinal-mañ e c’helloc’h tennañ ho mad eus stumm 2.0 eus ar gelaouenn Bremañ. Bep sizhun adalek hiziv e embannimp pennadoù enlinenn, pennadoù skrivet nevez zo ha pennadoù bet embannet e niverennoù kozh a bep eil, d’ar Meurzh ha d’ar Gwener.

Skignet e vez ar pennadoù dre lec'hienn Issuu ivez : https://issuu.com/skolanemsav

Lennadenn vat deoc’h !

skipailh Bremañ

Pennadoù nevezPennadoù kozh

pdf Bremañ @ - Aet eo Padrig al Lae diwar wel ha diwar glev

...Ha gantañ, un tamm mat eus istor ar c’hleweled e brezhoneg. Aet eo Padrig al Lae d'an Anaon d'an 18 a viz Meurzh 2020, deiz war-lerc'h Gouel Sant Padrig. Abalamour d’ar pore, ne vo ket lidet e obidoù war an ton bras e Sant-Briag, lec’h m’en doa graet e zemeurañs.
Diwar e benn e talc’ho soñj forzhik a dud eus e gomzoù flemmus p'en doa displeget petra e oa pal ar skinwel...
[...]

 

pdf Bremañ @ - Seriennoù TV e Kembre... So worldwide !

Anavezet mat eo er vro bremañ an heuliadoù tele deuet eus ar broioù keltiek. Brudet eo kleweled Kembreiz muioc’h c’hoazh eget o c’heneiled evit bezañ e-touesk ar re gentañ a ginnig produadennoù faltazi, uhel o live seveniñ. Soñjit ’ta da skouer er rummad Pobl y Cwm, bet krouet er bloavezh 1974, ha zo ken kozh hag aozer ar pennad-skrid-mañ… Bev eo c’hoazh koulskoude, ha kenderc’hel a ra da ginnig pemp abadenn nevez bep sizhun a-hed ar bloaz. Bez‘ e vez un ehan div sizhun nemetken e-kerzh an Hañv. Heuliad koshañ ar c’hleweled breizhveuriek a-bezh an hini eo ! [...]

 

pdf Bremañ @ - Aet eo ene Mirdi Breizh d’an Anaon…

D'ar 25 a viz Meurzh 2020, he deus falc'h an Ankoù skoet div wech hor sevenadur. D’an hevelep deiz eo aet Yann-Cheun Veillard ha Donatien Laurent d’an Anaon.
Meur a liamm a oa kenetrezo ha boutin e oa o c’hoant da reiñ ur startijenn renevesaet d'hor sevenadur, boutin a oa ivez an niver bras a obererezhioù o doa kaset da benn vat evit tizhout ar pal-se, [...]

 

pdf Bremañ @ - Politikerezh yezh pe yezh politikel ? Un heuliad tele en albaneg

Daoust d’he sevenadur dreistordinal e kevandir Europa, n’eo ket gwall anavezet Albania. Efed padus ur galloud komunour hollveliour hag en doa klozet ar vro warni hec’h-unan, ha da-heul, bloavezhioù a vrezel er broioù amezek ma vez forzhik a Albaniz o vevañ, zo pennkaoz da gement-se sur-mat. N’eo ket souezhus neuze ma n’eo ket brudet ar sevenadur albanat evit e binvidigezh war dachenn ar c’hleweled. [...]

 

pdf Bremañ @ - En Ifern yen ar brezel gant Sympathie pour le diable

Paul Marchand, kelaouaer brezel, ha dre ar film-se, sevenet gant Guillaume de Fontenay, e istor e-doug ar seziz war Sarajevo etre ar bloavezhioù 1992 ha 1993, er goañv. Sed aze ur brav a film, yen, kriz, kalet, diwar-benn an darvoudoù skrijus-se, hag ur c’helaouaer hep e bar d’ar poent-se, paket e gwask etre e vicher, e heug o welet diseblanted ar gumuniezh etrebroadel e-keñver an dalc’h-se, hag e c’hoant d’ober un dra bennak evit dont war sikour an dud a wele o kouezhañ tro-dro dezhañ, falc’het gant boledoù dall tennerien didruez. [...]

 

pdf Bremañ @ - Naoned e Breizh… ha Jules Verne e brezhoneg !

Kenderc’hel a ra ar stourm politikel evit Bro-Naoned e Breizh daoust da bep tra ha daoust d’ar bloavezhioù a dremen. Kreñvoc’h-kreñvañ e seblant bezañ zoken gant degouezhioù liesseurt evel ar manifestadegoù aozet ingal, ar sinadegoù pe c’hoazh ar berzh a vez gant staliadur panelloùigoù Breizh 5/5 e kêrioù a bep seurt evel Sant-Brieg warlene. [...]

 

pdf Bremañ @ - Politikerezh “Publik Vs Publik” er c’hleweled en elzaseg

D’ur mare zo bet e veze produet muioc’h a abadennoù en elzaseg gant ar chadenn bublik FR3 eget e n’eus forzh pe yezh minorelaet all e Frañs. War ziskar eo aet abaoe ur c’hard kantved, daoust m’eo niverus ar re a gomz elzaseg c’hoazh.
N’eo ket dibaot an darvoudoù m’en em gav emsaverien yezhoù Republik Frañs. Keja­dennoù liesseurt a vez kin­niget ingal d’ar vrezhonegerien evit kom­pren gwelloc’h o amezeien pe e vefent tost pe bell.
[...]

 

pdf Bremañ @ - Ar Bikted, en Europa an Oadvezhioù teñval

Ar Bikted, sed aze ur bobl gelt hag he deus lakaet an istorourien (ha tud all) da zuañ paper diwar o fenn. Brezelerien ferv anezho aet da get pell zo bremañ. Aet da get gwir eo, met evit pe abeg ?
Diazezet e oa ar Bikted e-touez meuriadoù all en hanternoz Enez Vreizh. Ar Romaned n’int morse deuet a-benn d’o sujañ zoken !
[...]

 

pdf Bremañ @ - Tud teuc’h o c’horf : al lard-fall oc’h aloubiñ an douar

Pa oa bet roet da c’houzout e veze dañjerusoc’h ar C’hovid-19 gant an dud teuc’h, em boa soñjet e vefe drastus e efed er Stadoù-Unanet pa ouien e oa kalz muioc’h eus ar seurt tud eno eget en Europa. Ne oan ket faziet, siwazh. Koulskoude, kalz broioù estreget re Amerika an Norzh a ra al lard fall e reuz enno. [...]

pdf Bremañ niv.421 - Un homme est mort

“Marvet ez eus un den ha n’en doa da arm nemet e zivrec’h digor” (Éluard)
Stourm al labourerien oc’h adsevel Brest distrujet, ar filmaozour René Vautier o lakaat e gamera e servij ar stourm [s.o. Bremañ, niv. 400], e film distrujet dre wallzarvoud ha kollet da viken, levr bannoù-treset Kris ha Davodeau o reiñ ur vuhez nevez dezhañ [s.o. Bremañ, niv. 405], ha bremañ ar film-bevaat gant Olivier Cossu, ambrouget gant leitmotiv gerioù Éluard, sed aze ur skeudenn gaer eus oberennoù oc’h en em vagañ an eil re ar re all a-dreuz an amzer, hag o virout ouzh an ankouazh d’ober e reuz. [...]

 

pdf Bremañ niv.417 - Disleksiezh : kavadenn klaskerien vreizhat

D’ar Merc’her 18 a viz Here e oa bet embannet gant daou fizikourklasker eus skol-veur Roazhon 1, Guy Ropars ha Albert Le Floch, o doa marteze kavet un arbenn d’an disleksiezh (pe milenn). Ur vartezeadenn e chom bepred hervezo, met unan a bouez rak diwarni e c’heller klask doareoù da harpañ ar re zo tizhet gant ar strafuilh-se. [...]

 

pdf Bremañ niv.428 - Nerzh ha berzh Fleuves

Talvoudus-kenañ eo bet ar bloavezh 2019 evit ar strollad Fleuves. Ken bras eo ar berzh a ra o fladenn nevez ma vezont pro gram met e festivalioù a bep seurt, e skingomzoù Breizh ha pelloc’h c’hoazh. N’eo ket mui ur strollad festoù-noz hepken. Kinnig a ra ar strollad Fleuves sonioù nevez hag a blij da dud liesseurt, d’ar re n’anavezont ket ar festoù-noz zoken. [...]

 

pdf Bremañ niv.425 - Pempvet remzi ar pellgomzerioù hezoug

Dibabet ez eus bet teir c’hêr e Breizh evit arnodiñ binvioù pempvet remzi ar pellgomzerioù hezoug (5G) : Roazhon, Naoned ha Lannuon, hep soursial kalz eus soñj an annezidi enno. Roet ez eus bet da c’houzout e 2017, kouls koude, gant 170 a glaskerien eus 37 bro e oa diasur efedoù an deknologiezh- se war ar yec’hed hag an endro. [...]

 

pdf Bremañ niv.418 - Fañch, Derc’hen... En anv hor bro

Krediñ a c’hellfed a-wechoù en deus ar brezhoneg ur statud damofisiel. Anavezet eo ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg gant an Deskadurezh Stad. Kemmet eo bet ar Vonreizh e 2008 evit menegiñ ar yezhoù “rannvro” en he mellad 75-1. Muioc’h-mui a barrezioù a sin ar garta “Ya d’ar brezhoneg”. Peadra a oa da grediñ memes e vije deuet araokadennoù gant Emmanuel Macron diwar-benn karta europat ar yezhoù, ur promesa harpet gant daou gannad breton a-du gantañ (brezhonegerien anezhe). [...]

 

pdf Bremañ niv.427 - Brizhkeleier: brud fall betek ar mor, brud vat e toull an nor

Pell a-raok donedigezh Twitter e veze beuzet an dud dindan brizhkeleier. E Roma gwezhall e oa enkorfet nerzh ar brud e stumm an doueez Fama, div drompilh dezhi : hini ar brud vat hag hini ar brud fall, hini ar c’hozh kaozioù mar kavit gwell. Gant an eil e oa gouest da lakaat brud unan bennak en arvar, ken prim hag ul luc’hedenn. [...]

 

pdf Bremañ niv.422 - Bommoù buhez Albert Couée

N’eo ket un anv a lenner ingal : hini Albert Couée (1921-1992), genidik eus Kistreberzh. Kelenner war al lizhiri e Bro Pariz hag e Breizh, tomm e oa ouzh sevenadur e vro hag ar brezhoneg, kelennet gantañ zoken. E vab Iwan Couée en deus strobet lizheroù gant e dad, savet etre 1932 ha 1958, pa oa studier dreistholl, ha marevezh kriz en Eil brezel-bed hag embannet anezhe el levr Avoir vingt ans dans les décombres. Pennad-kaoz gant aozer al levr, Iwan Couée. [...]

 

pdf Bremañ niv.418 - Brezelourezed viking : kavadenn henoniel e Sveden

E-touez arbennigourien ar Vikinged e oa un dodenn hag a rae sevel tabut abaoe bloavezhioù : daoust ha merc’hed a vrezel o doa stourmet e-kichen ar baotred ? Daoust ma oa menegoù hag a lakae da soñjal an dra-se e sagaoù pe e rentaoù-kont istorel, ne oa ket bet kadarnaet gant prouennoù diarvarus... Betek miz Gwengolo tremen. [...]

 

pdf Bremañ niv.401 - Outlander, sevenet penn-da-benn e Skos

Ar c’hazetennoù skosat a embann ez eo Outlander ar respont skosat d’ar stirad Game of Thrones [s.o. Bremañ niv. 395]. Er bed a-bezh eo brudet hennezh abaoe bloavezhioù, padal eo krog Outlander da vezañ anavezet en Amerika hepken. Eizh rann diwar ar c’hwezek zo er c’houlzad kentañ zo bet skignet etre miz Eost ha miz Gwengolo diwezhañ. [...]

 

pdf Bremañ niv.411 - Deomp da c’hoari Kabbadi

Ur c’hoari porzh-skol brudet-tre zo aet da sport a vicher en Azia ! Setu ar c’habbadi gant skipailhoù micherel hag ur c’hampionad ar bed er mare-mañ zoken. [...]

 

pdf Bremañ niv.417 - Keltieg kozh en hor begoù ?

Celticismes, Les Gaulois et nous (Skol Vreizh), sede titl ul levr nevez zo bet savet get Francis Favereau a-zivout yezh keltiek an Henamzer hag Oadvezh an Houarn hag ar liammoù a c’heller gwelet get ar brezhoneg pe get ar yezhoù arall. Deomp davet an aozour da ouiet hiroc’h ! [...]

 

Prev Next