Bremañ - Niv. 389

Bremañ - Niv. 389

Kontamm diwelus Tri bloaz zo e tarzhe kreizenn nukleel Fukushima. Da-heul ur c’hren-douar hag un tsunami e c’hoarveze kement-se. Diskouez a ra kement-mañ n’eo ket ar c’hreizennoù nukleel evit talañ ouzh an darvoudoù dreistordinal a c’hall c’hoarvezout en natur. Ha siwazh ez eo dreist­ordinal ivez an drast a zeu da-heul seurt gwall­zarvoudoù. Diwelus ha didrouz e ra ar skinoberiegezh he reuz. Diaes-bras eo gouzout pelec’h emañ ar wirionez mes muioc’h-mui a skiantourien a ra anv eus ur vombezenn a-zilerc’h evit ar yec’hed, e broioù ar Meurvor Habask da gentañ-penn. Kementadoù bras-bras a zoureier skinoberiek zo aet er mor hag a gendalc’h da vont. E Frañs ne c’hallje ket c’hoarvezout seurt gwall­zarvoud. Se a lavarer deomp ingal bepred. Ha koulskoude ez eus bet meur a gudenn hag o dije gallet treiñ kalz gwashoc’h. Sklaer eo bremañ e vo lakaet kreizennoù nukleel Frañs da badout pelloc’h eget ar pezh a oa bet rakwelet pa oant bet savet. Krediñ a reer displegañ deomp e vezont suroc’h-surañ daoust da se, dre ma vez gwellaet o surentez… Un deiz a zeuio ma vo ret o dispenn koulskoude hag aze e vo un afer all. Gouzout a reomp mat e Breizh pegen diaes eo echuiñ gant afer Brenniliz, hag hi ur greizennig a netra koulskoude… Hag anat deoc’h ne oar den ebet pegement e kousto an dispenn-se. Pa reer anv a briz an energiezh e vefe ret kontañ an dra-se ivez koulskoude, anat eo. An energiezh nukleel zo un doare energiezh a ya en-dro evel ar gevredigezh a zo e Frañs: ur gevredigezh kreizennet, ma seller ouzh ar fed bezañ emren evel ouzh un dañjer evit unded ar Republik. Gant ar memes dalc’h en em gaver bepred.

TaolennPajennoù PDF

Ariel Sharon, marv Leon an Dezerzh
Ariel Sharon, aet d’an Anaon, a oa ur politikour galloudus-kenañ en Israel.

CH4 ma muiañ-karet
Berzh a ra ar metanaat en Alamagn. Petra eo ha da betra e servij?

Brini-tour, war ar maez hag e kêr
Brini-tour a gaver muioc’h-mui e Breizh, met re anezho zo bremañ siwazh.

Teuliad ar miz: Bevañ gant an ampoezon diwelus

Hent ar peurwiriekaat: ul lañs nevez pe un trap?
Digor hent peurwiriekaat ar Garta europat evit ar yezhoù gant ar Stad c’hall.

Hag ar brezhoneg niverel dre gomz?
Emañ Kembreiz o labourat evit implij o yezh dre gomz en ur mod niverel.

Meizerezh Nidiad
Pennad-kaoz gant daou ezel eus skipailh aozerien ar gelaouenn Nidiad.

Embann
HUr film, un danevell hir troet diwar ar saozneg hag ur romant.

Lizher
Ul lizher hir zo bet kaset da Vremañ gant ur bodad nevez anvet “Gast !”.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Kemennadennoù
Tammoù bruderezh ha kemennadennoù liesseurt bet kaset da Vremañ.

Ar morueta en Douar-Nevez
Diskouezadegoù diwar-benn ar morueta en Douar-Nevez, betek an 19 a viz Ebrel.

Prev Next