Bremañ - Niv. 388

Bremañ - Niv. 388

Terkañ an tiriad

terkañ II. V.k.e. Nevez (db. an traoù, al lec’hioù) Kempenn e-sell d’un implij resis, a c’haller lenn e geriadur an Here. Ya ’vat, an dalc’h eo gouzout peseurt implij resis a venner ober eus tiriad Breizh? N’eus ken sellet ouzh kartenn hentoù-houarn Frañs evit kompren. Buan e ouzer pelec’h emañ ar gevnidenn e-kreiz he gwiad…

Hag a-hed eil hanterenn an 20vet kantved ez eo aet an traoù war washaat ha kaset da netra, pe d’ar gwellañ da hentoù-bale, ur bern linennoù hent-houarn a liamme kêrioù bihan hag etre Breizh.

Bremañ avat e kroger da gompren e oa ur fazi lakaat an holl strivoù war an trenioù tizh bras (TTB). Ker e vez paeet an diouer a bolitikerezh evit diorren an treuzdougen dre hent-houarn. Ker eo ar priz a bae ar c’hopridi rediet da vont bemdez gant o c’harr da labourat pa n’eus ket a dren d’o c’has betek ar gêr vras tostañ ne c’hallont ket prenañ o lojeiz enni…

Hep ober anv eus an efed drastus war an endro, evel-just.

Kregiñ a reer eta da addigeriñ linennoù zo. Chom a ra kreñvoc’h c’hoazh pouez ar frammoù melestradurel eget gwirvoud buhez an dud, siwazh. Ur vezh-ruz eo gwelet ar gwir vur Berlin zo e Kastell-Briant, da skouer.

Ur wech c’hoazh ez eo lakaet anat ez eo liammet ar stourmoù evit bevañ er vro, gwellaat buhez an dud ha gwareziñ an endro.

TaolennPajennoù PDF

Deomp da Sotchi (pe get)!
E kêr Sotchi, e Rusia, e vo aozet C’hoarioù olimpek 2014.

Reiñ buhez d’ar yezhoù en-dro: kendiviz e Helsinki
Ur c’hendiviz a oa bet e Helsinki diwar-benn reiñ buhez da yezhoù en arvar.

Milin ha gwinizh-du
Penaos e vez produet bleud gwinizh-du? Sed un tamm displegadenn.

Teuliad ar miz: Trenioù, tramgirri, metroioù... Binvioù an dazont e Breizh

Malizenn Skouarnig: brezhoneg er magourioù
Ur valizennad dafar pedagogel zo bet savet gant ar gevredigezh Divskouarn.

Mad VS Droug
Berzh bras a ra ar catch, doare gouren hag arvest dudi war ar memes tro.

1514-2014, Anna Vreizh
E-kerzh ar bloavezh 2014 e vo lidet 500vet deiz-ha-bloaz marv Anna Vreizh.

Deon Meyer, ur sell war Suafrika oc’h en em sevel
Hag anavezout a rit romantoù polis ar skrivagner suafrikan Deon Meyer?

Embann
Levrioù bet lennet ha pladennoù bet selaouet gant kenskriverien Bremañ.

ConsoBreizh
Ur bajennad titouriñ hag alioù fur evit ar pemdez, gant ConsoBreizh.

Kemennadennoù
Tammoù bruderezh ha kemennadennoù liesseurt bet kaset da Vremañ.

Gra ur Breizh Kiss din!
Breizh Kiss, ur stirad tele nevez hag a ra anv eus bevañ gant ar brezhoneg.

Prev Next