Bremañ - Niv. 387

Bremañ - Niv. 387

Dale Meur a lenner zo deuet e darempred ganeomp evit goulenn peur e oa Bremañ o vont da erruout ganto e miz Kerzu, lod o krediñ e oa echu o c’houmanant zoken. Dale bras zo bet tapet siwazh abaoe un nebeud niverennoù hag ar gwashañ holl zo bet evit niverenn miz Kerzu. Pediñ a reomp hol lennerien hag hor c’henskriverien d’hon digareziñ.

Mennet eo skipailh Bremañ da adtapout an dale-se.

Ret eo gouzout e vez savet danvez Bremañ penn-da-benn gant tud a-youl vat. Sklaer eo ez eo diaesoc’h kavout tud prest da reiñ eus o amzer hiziv an deiz. Hor mad a reomp eus ar pennadig-mañ evit trugarekaat an holl re zo bet o reiñ dorn en amzer dremenet hag ar re a zalc’h d’ober.

Ar pezh a c’hoarvez gant Bremañ a ziskouez pegen bresk eo stad ar c’helaouennoù brezhonek, ar re zo o fal kelaouiñ ispisial. Daoust da bep tra e fell deomp derc’hel da embann pennadoù a zo danvez enno, ha derc’hel ivez da framm rubrikennoù ar gelaouenn evit kinnig danvez liesseurt e pep niverenn.

Un emvod digor d’an holl a vo aozet a-raok pell gant skipailh Bremañ. Pedet e vo an holl re zo prest da reiñ dorn evit prederiañ asambles war ar mod da reiñ ul lañs nevez da Vremañ.

Rak pouezusoc’h eget biskoazh eo, d’ar mare ma’z eus ganet ur c’hoarig da Vremañ, ar gelaouenn #brezhoneg, bezañ gouest da bourchas danvez kelaouiñ, dudi ha preder d’ar re a fell dezho gallout bevañ e brezhoneg.

TaolennPajennoù PDF

Suafrika, liv an dud ha spered an amzer
N’eo ket aes gouzout petra eo soñjoù an Afrikanerien goude marv Mandela.

Evit un dornad Bitcoinoù
Tro ho peus bet da glevet komz eus ar Bitcoin moarvat, un advoneiz nevez.

Fulenn ar parkeier
A-benn miz Meurzh e vo koulz al linad, leun a berzhioù mat gant ar plant-se.

Tri goulenn ouzh Kristian Troadeg
Tri goulenn ouzh Kristian Troadeg, unan eus pennoù luskad ar Bonedoù ruz.

Teuliad ar miz: Eus SAB da Ai'ta!, evit gwirioù ar vrezhonegerien

Chanterioù nevez evit DAO
Un devezh gouestlet d’ar c’helenn d’an oadourien a oa bet aozet gant DAO.

Yezh an holl, yezh ar bed?
Komz esperanteg a rit? Krouet e oa bet ar yezh gant Lejzer Zamenhof e 1887.

Galloud ar vein, mein ar galloud
Mein sakr a vez kavet e sevenadurioù liesseurt, e Skos ha Slovenia da skouer.

Redadeg ar c’horf hag ar spered
Redek: perzhioù liesseurt ur sport “aes” ha marc’had-mat.

Embann
Sonerezh klasel Breizh, hag un dastumadenn tonioù gant Jean-Claude Talec.

ConsoBreizh
Adalek bremañ e vo kinniget ur bajennad titouriñ gant ConsoBreizh.

Mont pelloc'h gant #brezhoneg!
Niverenn gentañ #brezhoneg zo deuet er gouloù gant Skol an Emsav.

Prev Next