Bremañ - Niv. 386

Bremañ - Niv. 386

Adkavout hent ar peoc’h

Piv a daol evezh c’hoazh ouzh an dud a vez lazhet bemdez en Irak? Pe e Siria? An takad brezel nevesañ bet lakaet er mediaoù, hini Kreiz-Afrika, en deus distroet ar speredoù diwar ar pezh a yae da leuniañ ar c’hazetennoù, n’eus ket keit-se… Evel-se emañ kont. An eil brezel a gas egile pell diouzh ar c’hameraoù.

Pa gomzer eus Palestina ez eo gwashoc’h c’hoazh an traoù. Gallout a ra dalc’h ar c’henvevañ seblantout bezañ diziskoulm. An dud deuet a vremañ o deus bet klevet anv a-viskoazh eus ar c’hrogadoù taer pe daeroc’h etre Palestiniz hag Israeliz. Ken e c’hall soñjal da lod ez int tonket da badout da viken…

En niverenn-mañ e reomp anv eus tud, kalz a Vreizhiz en o zouez, hag a zegas o skoazell da Balestiniz hep gortoz an diskoulm meur. Meur a desteni a ro da santout ar gwask lakaet war ur boblañs na c’houlenn nemet derc’hel da vevañ war he douar.

Seul vui e tremen an amzer avat seul ziaesoc’h e vo sevel ur Stad palestinat ma c’hallfe Palestiniz kaout o holl wirioù. Derc’hel a ra Stad Israel da aesaat an trevadenniñ hep ober van ebet eus ar pezh a embann broioù all ar bed.

Ret e vo da vuioc’h a Israeliz sevel evit lakaat un harz d’ar politikerezh-se ha klask adkavout hent ur gwir beoc’h padus. Daoust ha prest eo broioù ar C’hornôg da harpañ nerzhioù demokratel Israel avat?

TaolennPajennoù PDF

Bevañ, divizout, labourat e Breizh, ha bremañ?
Lod eus azgoulennoù ar bodad “Bevañ, divizout ha labourat e Breizh.”

Un hir a stourm e Ti ar Bomperien
Skuizh eo pomperien Lannuon gant dafar n’eo ket diouzh o ezhommoù.

Emvod Varsovia: re nebeut, re ziwezhat
E Varsovia e oa bodet kannaded Stadoù ar bed evit ober anv eus an hin.

Teuliad ar miz: Palestina, ar peoc’h biskoazh pelloc’h

Prosez politikel e Breujoù Breizh
Ur stourmer eus Ai’ta ! zo bet barnet etre miz Du ha miz Kerzu.

Schtroumpfiñ, hanial ha dihanial
Estreget schtroumpfiñ pe dischtrompfiñ a c’heller ober: hanial pe dihanial.

Lou Reed
Ar c’haner ha gitarour Lou Reed zo aet d’an Anaon d’ar 27 a viz Here 2013.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Mekanoskrid an Eil Orin, Emsav gant Georges Cadiou hag un dibab levrioù all.

Euzhviled chakod, c'hoazh hag adarre!
Ur re c’hoarioù video Pokémon nevez zo bet embannet nevez zo.

Prev Next