Bremañ - Niv. 385

Bremañ - Niv. 385

Kudennoù da ziluziañ

Tremenet eo an distro-skol. C’hoarzhoù ha daeroù, mesk-ha-mesk. En niverenn-mañ hon eus bet c’hoant da sevel un nebeud goulennoù ouzh Ofis publik ar brezhoneg hag ouzh Diwan. Kement ha kaout respontoù war-eeun digant an daou framm, da c’houlennoù a glever alies.

En un endro stegn eus ar stegnañ e c’hoarvez an distro-skol-mañ. N’eo ket hepken abalamour da ziaesterioù e hentad pe hentad. En ur gwir enkadenn emañ Breizh ha, perak en lavaret, ken anat eo, stag eo dazont hor yezh ouzh dazont al labour er vro-mañ. Deomp da ijinañ un dazont padus.

Gouzout a reer e ranker tizhout 30% eus ur rummad oad o c’houzout ur yezh evit ma vo ur chañs bennak gant houmañ da chom bev, evel yezh kevredigezh. Pell emañ Yann diouzh e gazeg ? Pas kement-se a-benn ar fin pa seller a-dostoc’h. “Buan” e c’hall an traoù mont war un tu pe war an tu all. Kalz a skiant zo bet prenet abaoe krouidigezh Diwan hag an hentadoù divyezhek er skolioù publik ha prevez. Binvioù efedus a ya en-dro evit stummañ brezhonegerien nevez. TES a gas ur pezh labour evit pourchas danvez kelenn a-feson. Ofis publik ar brezhoneg zo war an dachenn evit reiñ lañs d’an deskadurezh vrezhonek. Hag an diouer a dud stummet da lakaat war ar postoù n’eo ket tonket da badout da viken kennebeut. Cheñchamant a c’hallfe dont er bloavezhioù a zeu.

Kudennoù da ziluziañ zo, sklaer eo. Kudennoù liammet ouzh ar c’hreskiñ int avat ha n’eo ket fallgaloniñ zo d’ober. Morse n’omp bet ken tost da gaout ur c’heñver-nerzh da lakaat an traoù da dreiñ war an tu mat, da vat.

TaolennPajennoù PDF

Emastenn takadoù an amprevaned noazus: hor pourvezioù boued en arvar
Emañ amprevaned zo, noazus-bras evit lod, o ledanaat o zachenn bevañ.

Republik an Alpoù en alfo
Dilennadeg ar gannaded a oa bet nevez zo en Aostria.

Alternatiba: cheñch penn d’ar vazh evit ar blanedenn
E Baiona e oa bet aozet ur fest evit bevañ en ur mod all, Alternatiba.

Reuz an ekotaos
Gant ekotaos ar gouarnamant gall ez eus bet plantet reuz er vro.

Teuliad ar miz: Deskadurezh vrezhonek, un toullad kudennoù da ziluziañ

Ubapar: 30 vloaz deskadurezh pobl e Breizh
An deskadurezh pobl e Breizh, sed pal pennañ Ubapar abaoe 30 vloaz.

Saloñs Levrioù bugale Pluguen: donemat er broioù predenek
20vet saloñs liesyezhek levrioù ar re yaouank a vo e Pluguen er miz-mañ.

An eostad burzhudus
Ar pep gwellañ eus sonerezh amplaet 2013 en un dibab daouzek pladenn.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Levrioù bugale brezhonek, geriadurioù arbennik, ha bannoù-treset gallek.

Breizhit gant plijadur!
Breizhit zo ur c’hoari zo bet embannet nevez zo. Ur mennozh evit Nedeleg?

Prev Next