Bremañ - Niv. 384

Bremañ - Niv. 384

Gounit un dazont nevez

“Labourage et pâturage sont les deux mamelles de la France”. Setu bommoù brudet Maximilien de Béthune, Duc de Sully, mignon ha ministr ar roue Henri IV. Gantañ e oa bet roet lañs da cheñchamantoù bras evit aesaat kenwerzh an edoù ha brasaat ar gorreadoù hadet. Kantvedoù war e lerc’h e chom bev ar mennozh ez eo Frañs ul liorzh divent a c’hell kas he froduioù dre ar bed a-bezh evit magañ ur boblañs niverus. Laouen e vije bet Sully o welet emdroadur fonnus ar gounezerezh er bloavezhioù 1960 ha souezhet-bras gant perzh ar Vretoned en dispac’h-se.

Bremañ e c’hwezh an avel eus un tu all. Efedus eo kevezerezh broioù kreiz Europa gant o goproù izel hag o marc’hadoù diabarzh. Echu eo ar c’houlz ma c’helle ar Stad c’hall arc’hantaouiñ produioù diret gant ur pal nemetken : derc’hel live ar produiñ.

En ur bed war e dalaroù e sav kinnigoù dic’hortoz. Pouezus-kenañ eo levezon ar pratikoù. Ne fell ket dezho debriñ danvezioù a c’haller kaout disfiz warno. Meizet o deus ez eo o frenadennoù un doare da gemm ar gevredigezh.

Dirak ur voger emañ labourerien-douar Breizh. Ret e vo dezho krouiñ ur penn­skouer nevez ha toullañ o hent war vevennoù ur bed o vont war vihanaat.

TaolennPajennoù PDF

Rolihlahla Nelson Mandela, e penn e vro
Eil lodenn ar pennad-skrid diwar-benn buhez ha stourmoù Nelson Mandela.

"KSEVT" emezoc'h-c'hwi?
Ha goût a rit petra eo “KSEVT” e Trieste, e Slovenia ? Sed ar respont !

En hent da León
Tro ho peus bet da vont da León c’hoazh, kêr-benn gozh rouantelezh León ?

Valls hag ar Romed
Komzoù tagus zo bet distaget ministr gall an diabarzh, Manuel Valls.

Teuliad ar miz: Gounezerezh, hentoù-dall pe hentoù nevez ?

Sebastien Loeb, kampion a-vicher
Ur poltred eus ar c’hampion Sébastien Loeb, ar blenier kirri eus Elzas.

Diàr ma fennhêr: Amzer ar mouar
Koulzad ar mouar zo o paouez echuiñ ha leun a bodadoù kaotigell da-heul...

Eil dispac'h (c'hwitet) ar C'horonal Armañs
Pennad-kaoz (faltaziet) gant ar C’horonal Armañs, Markiz ar Roueri.

Sot da stagañ
Philippe Carrer zo bet o studiañ personelezhioù eus Istor Breizh troet sot.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Levrioù Moutig, barzhonegoù Annaig Renault hag un albom gant Plantec.

Gouel al Levrioù e Karaez
E Karaez e vo lidet 400vet niverenn Al Liamm, da-geñver Gouel al Levrioù.

Prev Next