Bremañ - Niv. 383

Bremañ - Niv. 383

Dale a zo gant niverenn Gwengolo abalamour da gudennoù moullañ: erruout a raio a-raok pell. Trugarez deoc'h holl evit ho pasianted !

Istor ur stourm

N’eus ket gwall bell zo hor boa gouestlet un teuliad da Gembre. Er miz-mañ e lakaomp c’hoazh ar gaoz war ar vro-se gant ur studiadenn diwar zorn Rhisiart Hincks, kelenner e Skol-veur Aber­ystwyth ha brezhoneger ampart.

D’ar stourm zo bet renet evit ober e blas d’ar c’hembraeg er mediaoù ez eo gouestlet ar pennad. Ur pennad Istor eo. Kavout a ra deomp eo mat d’an holl vrezhonegerien anavezout an istor-se. Pa ne c’heller ket c’hoazh e Breizh lakaat e skingomzer war-enaou ha klevet ur radio hollvrezhonek n’eus forzh pelec’h e vefe an den o chom e Breizh, pa n’eus ket c’hoazh eus ur chadenn skinwel hollvrezhonek e diraez an holl, ez eo mat gouzout penaos ha pegoulz ez eo deuet a-benn Kembreiz da ziframmañ ar binvioù diziouerus-se.

Stourmoù zo bet e Breizh ivez, koulskoude, war an tachennoù-se. Labour zo bet graet ivez, koulz war dachenn ar skingomz ha war hini ar skignañ abadennoù tele, dre ar Genrouedad pe dre ar rouedad chadennoù lec’hel, da skouer. Gwall bell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh avat.

War an emsav brezhonek emañ ar gwall da vezañ lakaet, ivez, moarvat. N’eus ket bet gouezet pe gallet sevel un talbenn unvan evit tizhout palioù resis. Mennozh ur servij radio hollvrezhonek o skignañ evit an holl e Breizh a-bezh n’eo ket ur mennozh a vefe difennet gant an holl re zo o labourat war an dachenn-se…

Ken gwir all eo evit ar raktres kaout ur doare Via Stella evit Breizh, ma vefe bet kresket mat ar c’hementad a vrezhoneg skignet e-keñver ar pezh hor bez hiziv an deiz gant France 3…

D’ar vrezhonegerien dre-vras da lakaat klevet ar pezh o deus c’hoant da gaout. Arabat bezañ touellet gant an arguzoù e-keñver teknik pe arc’hant. Politikel eo an dalc’h da gentañ-penn.

TaolennPajennoù PDF

Rolihlahla Nelson Mandela, eus Mvezo da Robben Island
Ar stourm divent kaset war-raok gant Nelson Mandela e Suakrifa.

Max Relouzat, arzour ha stourmer evit “Memor ar sklaverezh”
Emañ Max Rezoulat e soñj staliañ un delwenn e koun ar sklaverezh e Brest.

Pont-chaoser Leskonil adsavet
Ar chanter hir zo bet boulc’het evit adaozañ pont-chaoser Leskonil.

Teuliad ar miz: Cymdeithas yr Iaith hag ar stourm evit ar c’hembraeg er mediaoù

Al liorzhour
Al liorzhour, ur pezh-c’hoari gant strollad Teatr Piba diwar skrid Mike Kenny.

Sellit ouzh Lann Vraz
Ur pennad-barn diwar-benn ar c’hentañ film hir brezhonek, Lann Vraz.

Embann
Div bladenn a zo kinniget aze, unan gant Gwennyn hag eben gant Miss Blue.

Prizioù Ostana: lennegezh e yezhoù-mamm
Ur priz zo aet gant Antony Heulin en Ostana, evit e varzhonegoù brezhonek.

Embann
Tri levr zo bet barnet gant kenskriverien er miz-mañ.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Lizher
Ul lenner displijet gant skridoù Bremañ diwar-benn an Eured evit an holl.

Lizher & Kemennadennoù
Ul lizher gant Paol ar Meur diwar-benn an apartheid ha kemennadennoù.

Ar yaouankiz? Un temz-spered
Gwelet e vo sonerien Ar Re Yaouank a-gevret war leurenn Yaouank 2013.

 

Prev Next