Bremañ - Niv. 381-382

Bremañ - Niv. 381-382

Brest,
meur a abeg da vont di Strakal a ra an taol foet a-us penn ar marc'h.

Strakal a ra ar wagenn war ar reier.

Strakal a ra an taol kurun a-us Brest.

Pa vez klouar aer an douar ha yen aer ar mor e tasson trouz an oabl o fuloriñ etre mogerioù ar gêr greñv. Kustumet eo Brest da veskañ an trouzoù a bep seurt : ar sonerezh punk er festival Astropolis, kefluskerioù al listri-brezel, an tramgarr o toullañ e hent, ar vugale o devez fent er vali Dajot.

Plas zo ivez evit an didrouz. Dre ar straedoù adstummet goude ar bombezadegoù e tremen an tasmantoù o deus lezet war o lerc'h skeudennoù diamzeret ar gêr gozh. Pelec'h edo an davarn gant he farkva beloioù? Peseurt ti en doa awenet ar skrivagner o vale er straed Jean Macé?

Ne vo roet respont ebet d'ar baleer na oar ket serriñ e zaoulagad ha selaou kalon kêr Vrest o talmiñ etre trouz ha didrouz.

TaolennPajennoù PDF

Martin Luther King: eus Lincoln da Obama
45 bloaz zo e oa bet muntret Martin Luther King, a stourme evit gwirioù an dud du.

Kurdistan, an deiz o tarzhañ
Ur sell war stad ar stourm politikel kaset war-raok gant ar Gurded.

Schluss mit diesem Euro! Dazonet Angela Merkel e penn ar Stad en arvar
Ul luskad politikel nevez a ra berzh en Alamagn, a-enep-krenn an Euro.

Al lezenn a zistaoliadeg sokial
Ur c'hinnig-lezenn a oa bet graet evit aotren un "distaoliadeg sokial."

Petra eo Yes Breizh?
Fellout a ra da aozerien Yes Breizh lakaat ar gaoz war dizalc'hiezh ar vro.

30 vloaz zo, danevell Giordan
Gant Henri Giordan e oa bet savet un danevell diwar-benn ar yezhoù "rannvro."

Ar milnoù-dour, ur glad hag un nerzh da wareziñ
Miliadoù a vilinoù-dour bihan pe bihanoc'h zo e Breizh, dilezet evit lod anezho.

Kelaouomp!
Ur c'hendiviz diwar-benn ar c'helaouiñ brezhonek a oa bet oazet gant Skol an Emsav.

Teuliad ar miz: Brest, penn da greiz

9 Songs / Eilmouezhiañ Matt
9 Songs, film Michael Winterbottom, zo bet troet e brezhoneg gant skipailh Dizale.

Neil Young, soner e galon aour e Breizh
Neil Young a vo war leurenn an Erer Kozh er bloaz-mañ. Poltred ha dibab pladennoù.

"Kan en Davarn" ha plijadur
Abadennoù "Kan en Davarn", en Oriant, dezrevellet gant Daniel Doujet.

Ar moraer hag al lapin
Brizhkredennoù ar voraerien zo bev-mat bepred, sed ul lod anezho.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Elian Black'Mor, Azvent gant Mich Beyer, Absolvenn dre vuntr gant Peter Tremayne...

Lizheroù & Kemennadennoù
Ul lizher gant Mikael Madeg diwar-benn oberenn Mab an Dig (Biel Elies).

Ar Briñsed e Douarnenez
Gouel 2013 ar Filmoù e Douarnenez, gouestlet d'ar gantreerien.

 

 

Prev Next