Bremañ - Niv. 380

Bremañ - Niv. 380

Arzhur e toull an nor

E deroù an 20vet kantved e skrive ur barzh kembreat e oa dihun Arzhur e Kembre hag e oa chomet kousket e Breizh… Ha gwir eo ez eo diaes hiziv an deiz krediñ e oa muioc'h a vrezhonegerien eget a gembraegerien e deroù ar c'hantved tremenet. Disheñvel eo bet Istor an div vro. Disheñvel emzalc'h an div Stad o ren. Mennetoc'h a galz ivez Kembreiz da stourm evit o yezh. Ar statud bet gounezet gant ar c'hembraeg n'eo ket bet profet gant gouarnamant Londrez, diframmet digantañ ne lavaromp ket.

Ha distro da vat e oa Arzhur avat? Gant sifroù nevesañ an niver a gembraegerien e c'hallfe an douetañs kemer plas ar fiziañs. Daoust ha nerzhus a-walc'h eo bet ar politikerezh yezh evit talañ ouzh ar ­saozneg? Daoust hag adwelet dibaboù zo a ranker? Daoust m'eo disheñvel hon endro politikel ha sokial hon eus kalz da zeskiñ diwar ar pezh a c'hoarvez e Kembre p'hon eus da gavout ar respont gwellañ da c'houlennoù heñvel.

Danvez preder e teuliad ar miz-mañ neuze. Evit ma tihuno Arzhur en hor bro ivez!

TaolennPajennoù PDF

Margaret Thatcher, marv an Itron Houarn
Aet eo Margaret Thatcher, an Itron Houarn, d'an Anaon d'an 8 a viz Ebrel.

Eured evit an holl & Frigide Barjot, penn ur c'hilstourm
An tousmac'h tro-dro da lezenn "an eured evit an holl" ha Frigide Barjot.

Ur gensavenn bolitikel evit gwirioù pobl Vreizh & Gervel a-gevret
"Galv Pondi" a vod tud ha strolladoù evit brudañ pevar fal evit diorren Breizh.

Teuliad ar miz: Kembre, etre fiziañs ha douetañs

Peñse ar Robert Marie
Dezrevell gwallzarvoud ar chaluter Robert Marie, e 1949.

Bruz: un nemedenn e Bro-Roazhon?
Startijenn zo gant brezhonegerien kêr Vruz, e su Roazhon.

Sam Sumyk, gourdoner tennis a vicher
Pennad-kaoz gant Sam Sumyk, gourdoner tennis etrebroadel eus Kiberen.

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Tristan hag Izold e 3700 gwerzenn, Istor Breizh e 900 pajenn ha distro Rona!

Kemennadennoù
Bruderezh evit stajoù-hañv hag al lec'hienn Labourzo.

Dastum skritelloù ar festoù-noz
Emañ ar gevredigezh Dastum o renabliñ ar skritelloù festoù-noz.

Prev Next