Bremañ - Niv. 379

Bremañ - Niv. 379

From ha fiziañs

E nevezamzer 2014 e vo aozet hor pevare Redadeg. Deuet eo bremañ da vezañ un darvoud gortozet gant an holl. War vrasaat ha war wriziennañ ez eo aet ar Redadeg a vloaz da vloaz, a-drugarez da bennegezh ha da startijenn hec'h aozerien.

Evel ma oar an holl e oa bet savet hor Redadeg diwar skouer ar C'horrika en Euskadi.

Hevlene eo bet redet, just a-walc'h, dre seizh proviñs ar vro. Ha setu aet un toullad mat a Vretoned, en o zouez aozerien loc'hañ ha degouezh ar Redadeg da zont, betek Euskadi da ziskouez splann o c'hengred ha da dapout mennozhioù ivez evit ma vo entanusoc'h c'hoazh kentañ tro.

En niverenn-mañ e c'hallo lennerien Bremañ bevañ un tamm eus ar veaj ha kompren gwelloc'h ivez petra zo heñvel ha disheñvel etre an div redadeg.

Gant aozerien ar C'horrika e vez gouestlet an arc'hant gounezet d'ur pal hepken : harpañ an aozadur a stumm euskaregerien nevez, lakaat ar muiañ ar gwellañ a oadourien da gemer perzh er gevredigezh euskarek nevez.

Krediñ a ra Euskariz embann sklaer ha digemplezh-kaer e redont evit o yezh vroadel.

E Breizh ez eus moarvat da strivañ c'hoazh evit lakaat tostaat ar Vretoned n'o deus tamm darempred ebet gant ar yezh. Evit ma ne vo ket rannet ar rummadoù Bretoned yaouank etre ur bihanniver bet skoliataet e brezhoneg hag ur muianiver n'en defe abeg ebet d'ober van ouzh ar brezhoneg. Karantez ar Vretoned evit o yezh eo diazez an adperc'hennañ. Pouezusoc'h c'hoazh eget an arc'hant dastumet ez eo ar mareoù fromus bevet tro-dro d'ar Redadeg.

TaolennPajennoù PDF

Korea: Trouz brezel er Reter Pellañ
Emañ Stad Korea an Norzh oc'h ober he reuz er mare-mañ.

Un dibenn-sizhun e Tel Aviv
Prest oc'h da dremen un dibenn-sizhun touristañ e Tel Aviv?

Warenghem : 113 vloaz a skiant-prenet, eus an Eliksir d'an Uisge
Staliet e Lannuon, ar stal Warenghem a ginnig evajoù abaoe 113 vloaz.

Teuliad ar miz: Korrika 2013

Sinet ar Garta gant Naoned
Karta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant Naoned, kêr Duged Breizh.

Mervent, war-glask yezh ar vro
Aet e oa stajidi Mervent da Enez-Sun da doullañ kaoz gant tud ar vro.

Die Brücke, orin an eztaolouriezh
Ur sell war al luskad livourien yaouank alaman anvet Die Brücke.

Sonerezh ar vignoniezh
Tangi ar Gall-Carré hag Erwan Moal o deus aozet ur bladenn saourus.

Hapkido, arz an emzifenn
Gouzout a rit petra eo an Hapkido ? Ne rit ket ? Lennit ar pennad-skrid 'ta!

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Pladenn Krenijenn, Peseurt Mood?, France Bleu Breizh Izel ha notennoù yezh.

Soñjezonoù Oxmo Puccino
Pennad-kaoz gant Oxmo Puccino, savet e c'hwec'hevet pladenn gantañ.

Prev Next