Bremañ - Niv. 378

Bremañ - Niv. 378

Kengred, kenskoazell…

Er miz-mañ e taolomp ur sell ouzh labour kalonek tud dianav a ra o seizh gwellañ da sikour an dud en dienez. Da vro Lannuon ez eomp. Ur rouedad stank a aozadurioù a zo du-hont. Lod a zo bet savet gant kristenien, lod all gant komunourien, ha re all c'hoazh gant tud hep kredenn embannet.

P'emañ ar goañv o pellaat ez eo poent soñjal er mizioù du a zistroio buan. Re vuan, evit ar re ne zeuont ket mui a-benn da sec'hañ an eil dorn gant egile. Ha niverusoc'h-niverusañ int. Piv eo ar re da zont? Hoc'h amezeg, ho preur, ho c'hoar, ho tad, c'hwi hoc'h-unan?

Adkavout hent ar c'hresk ekonomikel. N'eus kaoz nemet eus an dra-se e pep lec'h. Evel pa vije ur wirionez divrall ha peurbadus. Daoust ha n'eo ket ouzhpenn poent soñjal en ur mod-all? Kreskiñ da viken ne c'hellimp ket ober war hor planedenn vihan. Ma vije pep Douarad o vevañ gant memes live bevañ hag ur Stadunanad keitat e vije ret kaout pemp planedenn. Teir flanedenn a vije ret kaout evit reiñ live bevañ an Europad keitat da bep Douarad. Ha kenderc'hel a c'hellomp evel-se? Anat eo ar respont. Kement ha chom hep en em gavout en ur wallhunvre re bar d'ar film Soylent Green1…

Ya, aozañ rouedadoù kenskoazell evit ar re en em gav ouzhpenn diaes. Un dra ret. Ne c'heller ket chom en entremar. N'eus tra ebet da varc'hata aze.

Met, pegeit e vo kendalc'het da glask kuzhat mankoù ur gevredigezh a brodu muioc'h-mui a davanteien amañ hag a gondaon milionoù a dud d'ar marv er broioù na weler skeudennoù anezho nemet er c'heleier, etre scoop an deiz ha poanioù spered an esparadenn diouzh ar c'hiz…

1. sevenet e 1973 gant Richard Fleischer, Soleil vert e ditl gallek

TaolennPajennoù PDF

250 vloaz zo: Feur-emglev Pariz
250 vloaz zo e oa bet savet feur-emglev Pariz, goude seizh vloaz brezel.

Skoteg: ar yezh all e Skos
Estreget gouezeleg ha saozneg a vez kaozeet e Skos : skoteg ivez.

Ar mor hag ar bezhin: pinvidigezhioù da gorvoiñ
Treiñ a ra selloù embregerezhioù ha Stadoù zo war-zu pinvidigezhioù ar mor. Aliañ ar pratikoù gant ConsoBreizh
Savet en deus Mathieu Guihard ul lec'hienn evit beveziñ "mod Breizh."

Teuliad ar miz
Skoazell sokial: nec'h hag ezhommoù bras.

"Yezhoù Frañs": bremañ eo cheñch?
Dilezet en deus François Hollande ar soñj kadarnaat Karta Europa ar yezhoù.

75 vloaz ha yaouank-flamm bepred
Lidañ a ra un haroz bannoù-treset belgiat e 75 vloaz er bloaz-mañ: Spirou.

Redadeg 2014 hag Al Liamm niv.400
Galv da raktresoù gant ar Redadeg ha galv da zanevelloù gant Al Liamm.

Kevin Thomas-Cojean: den e zorn dir
Ar Breizhad Kevin Thomas-Cojean zo aet da gampion ar bed full-contact.

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Kontadennoù gant Dominique Camus ha danevelloù gant Goulc'han Kervella.

Kemennadennoù
Lann Vraz, baleadenn Kala-Mae, ha poent lakaat e anv evit Taol-Lañs 2013.

Plijadur evit an holl
Ul lec'hienn Internet dibar zo eus Plijadur : selloù merc'hed war an erotegezh.

Prev Next