Bremañ - Niv. 377

Bremañ - Niv. 377

Hor filmoù-ni

Bevañ a reomp en ur bed leun a skeudennoù. Dre Internet, ar skinwel, skrammoù ar binvioù niverel ez eo pep hini ac'hanomp test a-lagad eus birvilh ar blanedenn a zo deuet da vezañ ur gêriadenn. Seul aliesoc'h e vez skignet talvoudegezhioù ur vro, seul greñvoc'h he levezon.

Mont a ra ar filmoù d'ober ul lodenn vras eus ar galloud-se. Broioù zo o deus ijinet ur meizad : an nemedenn sevenadurel. Evel-se ez eo bet gwarezet o aktored, o sevenerien, o senarierien hag o rouedadoù skignañ. Ma vefe ur galloud politikel digreizennet da vat en hor bro e c'hellfemp ober ni ivez gant an difrae-se evit ar filmoù sevenet e brezhoneg.

Ur glaoustre eo reiñ ur welusted d'hor yezh en-dro. N'eo ket un dra zister rak amañ emañ an diforc'h etre ur yezh vev hag ur relegenn.

Emañ an dilennadegoù o tostaat. Bezomp aktored ur film nevez savet a-ratozh evit hon dilennidi : Mouezh ebet evit promesaoù torret.

TaolennPajennoù PDF

Oscar Niemeyer: an adeiladour meur
Un toullad mizioù zo e oa aet d'an Anaon an arkitektour Oscar Niemeyer.

Emsavadeg Touareged Azawad: kristalizadur kudennoù ar Sahel
Leun a virvilh zo e rannved ar Sahara gant ul luskad dizalc'hour touareg.

Brezhoneg, yezh varv?
Soñjoù diwar-benn efedoù komzoù Pierre Maille e-keñver ar brezhoneg.

Teuliad ar miz
Sevel filmoù brezhonek: ul lañs nevez.

Chapelioù ar vro: teñzorioù hor glad a c'hall mont da get
Stank eo ar chapelioù er vro ha lod anezho zo e stad fall, e Treger da skouer.

Frankiz!
Ur pezh-c'haori nevez-flamm zo gant strollad Ar Vro Bagan : Frankiz.

Hentoù ar c'hung fu
Abadennoù brezonek kung fu a vez graet bep sizhun e Naoned.

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Tonioù gant Cécile Corbel, danevelloù gant Paol ar Meur hag ur fanzin.

Kemennadennoù
Skrivadeg, devezh-studi gant KEAV, ar pezh-c'hoari Yerma e Roazhon...

Kerne Party hag ElektroNoz!
Da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg e vo ur "C'herne Party" e Ploneiz.

Prev Next