Bremañ - Niv. 375

Bremañ - Niv. 375

Bloavezh mat, yec'hed ha prosperite !

Sed aze un het hag a vo bet klevet alies er miz-mañ. Ya, bezañ yac'h ha chom yac'h a zo unan eus traoù pouezusañ an den. Siwazh, war an dachenn-mañ, evel war re all, n'emeur ket holl gant kement a chañsoù da lakaat an het da zont da wir, ha se hervez al lec'h m'emeur o chom evit ul lodenn vat.

Diouer a vedisined zo e takadoù zo eus Breizh. Evel-just e klot an takadoù-se gant al lec'hioù zo gant un dilañs ekonomikel, hag a ya war ziboblañ neuze. Ur gudenn a-vras eo neuze hag en em c'houlenn a c'heller peseurt efedusted a c'hallo bezañ gant an diarbennoù diwar-c'horre a glever anv anezho er mareoù-mañ.

Skouerius e oa bet ar stourm evit ospital Karaez. Derc'hel buhez e kreiz Breizh, sed a oa ar pal. Ul lodenn eus ur stourm hollekoc'h e oa. Ur c'hrogad etre daou zoare da welet dazont ar vro. Div gêr vras, div veurgêr, er reter, ganto da bal nemetañ kreskiñ, diwar-goust kêrioù ar c'hornôg ha kêrioù etre Breizh dre-vras, kaer a vo lavaret, pe lakaat bevañ ur rouedad kêrioù kempouez ha kengret ?

Eno emañ an dalc'h e gwirionez.

TaolennPajennoù PDF

Energiezh nukleel : pegement e koust ?
Ur sell war koust gwirion ar gremm nukleel hag an tredan nukleel dreist-holl.

Difetis : pleustriñ da vat gant al levrioù elektronek
Lec'hienn Internet Difetis.com zo bet savet evit kinnig levrioù elektronek.

Deomp de'i 2013 : prederiañ diwar-benn stourm ar yezh
Ur c'hammed nevez e-keñver digreizennañ a vo kinniget er mizioù da zont.

Levrioù brezhonel evit ar vugale
Ur genstrivadeg levrioù bugale brezhonek gant skolioù bro Roazhon. Teuliad ar miz
Mezeien war ar maez, n'eo ket aes.

Raksoñjoù padus diwar goust ar Vretoned
Pennad-kaoz gant Roger Faligot, kenskriver Ils ont des chapeaux ronds...

Unnek Naonedad dibar
Pennad-kaoz gant Frédérik Bouley, unan eus sonerien Le Jeu à la Nantaise.

Lammit ! (hep disoñjal ho harz-lamm)
Prest oc'h da lammat ? Arabat deoc'h disoñjal digeriñ ho harz-lamm bepred !

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Sevenadur
Ar romantig Lazhadeg gant Maxime Chattam ha keleier liesseurt.

Karigurashi no Arrietty e brezhoneg
Ar film Arrietty zo bet troet e brezhoneg gant Dizale evit Daoulagad Breizh.

Prev Next