Bremañ - Niv. 374

Bremañ - Niv. 374

Islam, ahont hag amañ

Islam. A-hed an deiz e klevomp anv anezhañ er c'heleier. Keleier Frañs, keleier ar bed. Gant anvioù iskredennoù ha na oar ket atav an den petra a dalvezont da vat…

En un doare souezhus ne vez ket graet anv eus an islam er mediaoù brezhonek. Setu perak ez eus deuet c'hoant da skipailh Bremañ teurel ur sell kentañ ouzh gwirvoud ar relijion-se. Er bed hag e Breizh. Diaes kinnig un dra bennak, ken luziet eo an traoù, ken diaes eo ober e soñj er mor a geleier kontrol a resever.

Ya, unan eus relijionoù Breizh eo an islam hiziv an deiz. Ur fed eo, tra ken. Klasket hon eus respont d'ar goulenn kentañ-se eta, petra eo an islam e Breizh hiziv an deiz? Pellaat diouzh ar gredenn voutin a ranker ober.

Ni eo ar re gentañ a oar e vefe bet kant tra all da lavaret. Fiziañs hon eus e vo mediaoù brezhonek all o kas an erv pelloc'h. Komz eus an islam e Breizh a zo ivez un doare d'en em soñjal war ar gevredigezh a fell deomp sevel amañ e Breizh, hag en Europa. Ha ma vefe ur gevredigezh a lakafe difennerien "brezel ar sevenadurezhioù" da vezañ ar gaou ganto?

TaolennPajennoù PDF

Eil trec'h Barack Obama: merk emdroadur ar stummoù spered
Un taol-lagad war levezon luskad an Tea Party war ar Republikaned amerikan.

Un dibenn-sizhun e København
Plijet e vefec'h da gas un dibenn-sizhun e Kopenhagen?

Sachañ evezh ar Vretoned war an digreizennañ
Ur c'hammed nevez e-keñver digreizennañ a vo kinniget er mizioù da zont.

Kevredigezh
Keleier berr-ha-berr gant ar C'hevre Keltiek, Ti-post Karaez ha Diwan. Teuliad ar miz
An islam, ahont hag amañ.

Kentelioù an Noz, ur gwir Ti an Holl e brezhoneg
Izili ar gevredigezh Kentelioù an Noz a ro lusk d'ar brezhoneg e Naoned.

Red Cardell, kannaded sonerezh Breizh betek Harlem
Emañ sonerien Red Cardell o lidañ ugent vloaz o strollad.

Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Div bladenn kanet gant bugale skolioù divyezhek publik eus kêr Roazhon..

Harry Potter, un doare da vrudañ ar brezhoneg er bed a-bezh
Harry Potter, taol-kaer an embanner Tieri Jamet hag an troer Mark Kerrain.

Prev Next