Bremañ - Niv. 373

Bremañ - Niv. 373

C'hwec'h bro geltiek

Ur sell a daolomp ouzh unan eus ar c'hwec'h bro geltiek ar miz-mañ. C'hwec'h ha n’eo ket eizh, dek pe ugent…

N’eus nemet un dra a c’hall lakaat ur vro da vezañ keltiek: bezañ lakaet he yezh keltiek da chom bev. Klevet e vez a-wechoù: "Mar fell d’ar vro-mañ-bro bezañ keltiek, gwell a se. Seul niverusoc’h, seul welloc’h !".

Ma teu ar ger geltiek da vezañ ur meni tikedenn a c’haller pegañ ouzh forzh peseurt bro, just evit kaout ar gwir da zibunañ en Oriant, daoust ha ne goll ket ar ger e dalvoudegezh? Met daoust ha n’eo ket dres tud ha na gomzont yezh keltiek ebet o deus kaset war-raok mennozh ar geltiegezh divlas-se?

Dibouez n’eo ket an dra rak disteraet e vez plas ar yezhoù keltiek en identelezh pep bro geltiek.

Darbet eo bet da Enez-Vanav koll he yezh. Evel e Kernev-Veur ez eus bet un troc’h krenn etre ar yezherien a-vihanik hag an nevez-yezherien. Adlañset an traoù bremañ avat, ha, mar fell da Vanaviz e c’hallo o yezh advleuniañ.

Un tamm mat hiroc’h eo o nask eget hon hini, evel ma c’helloc’h gwelet.

TaolennPajennoù PDF

Harz-debriñ ar brizonidi bolitikel balestinat
Prizonidi balistinat zo oc'h ober harz-drebiñ evit sachañ evezh an dud er bed.

Andalouzia: ur vro wenn, gwer ha ruz
Emrenourien zo ivez en Andalouzia, e penn kêr Marinaleda da skouer.

Ekokreizenn Spered all: eskemm, deskiñ, sevel ha labourat mod all
Spered all, un ekokreizenn nevez-flamm staliet e Pleuveur-Bodoù.

Edouard Leclerc, tad ar gourmarc'hadoù
Aet eo d'an Anaon al Leonad Edouard Leclerc, tad ar gourmarc'hadoù Leclerc. Teuliad ar miz
Manav, un enezenn en hec'h aez.

Keleier berr-ha-berr
Keleier berr-ha-berr eus Roazhon, Gwened ha Brest.

Pennad-kaoz gant Martial Ménard & Ur geriadur nevez
Ur mell geriadur galleg-brezhoneg zo bet savet gant Martial Ménard.

Alje 57 gant Pierre-Emmanuel Marais
Ur romant istorel brezhonek, Alje 57, sinet Pierre-Emmanuel Marais.

Lennomp!
Div bajenn prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

Embann
Ul levrig touristañ brezhonek, barzhoniezh divyezhek hag un delenn gaer.

Lakaat a raint tan dezhi e Yaouank!
Bep blaoz e miz Du e vez kinniget festival Yaouank e Bro-Roazhon.

Prev Next