Bremañ - Niv. 372

Bremañ - Niv. 372

Dazont al lenn e brezhoneg

Setu ar mizioù du o tostaat ha deuet en-dro mare ar saloñsoù levrioù e Breizh. Hini Karaez, hag hini Gwenrann da-heul.Evel ar c'hebell-touseg ez eo d'ar mare-se e teu war wel ar braz eus al levrioù nevez e brezhoneg. Fonnus e vo an eostad hevlene c'hoazh moarvat, gant un oberenn gortozet gant kalz a dud: geriadur Martial Menard.

Levrioù nevez evit ar vugale hag ar grennarded a vo ivez, hag aze ivez e vo un degouezh a bouez er bloaz-mañ : embannidigezh levrenn gentañ Harry Potter e brezhoneg, bet troet gant Mark Kerrain. Klevet a reer alies ez eus bet lakaet, pe adlakaet, un toullad krennarded da lenn gant Harry Potter. Gant ma vo ken gwir all gant an doare brezhonek ha lakaet neuze rummadoù nevez a lennerien vrezhonek da gaout plijadur gant ar pezh a ginniger dezho.

Sklaer eo n'en em lakaer ket da embanner brezhonek evit dont da vezañ pinvidik… Diaes an traoù e bed an embann dre-vras ha diaesoc'h c'hoazh pa glasker labourat evit un niver bihan a zanvez lennerien. Kreskiñ a ra ingal an niver a vugale en hentadoù divyezhek avat. Engortoz e c'halljed bezañ a welet an niver a levrioù gwerzhet o kreskiñ a-feur… N'eo ket evel-se emañ kont, war a seblant. Klasket hon eus gouzout hiroc'h war ar pezh a c'hoarvez e bed an embann evit ar re yaouank e teuliad ar miz-mañ.

Un dachenn hollbouezus evit dazont al lenn e brezhoneg.

TaolennPajennoù PDF

Frankiz!
Pennad-kaoz gant ur Gatalanez, Núria Garcia, diwar-benn he bro.

Kebek: strizh an trec'h evit an dizalc'hourion
Dizalc'hourien zo e penn Kebek bremañ, met ne vo ket aes evito.

Gwarez an douaroù gant koad bodoù bruzunet
Teknik ar c'hoad bodoù bruzunet a c'hell sikour ar gouerien war hir dermen.

Ar bezhin, ur binvidigezh da studiañ don
Brud fall zo war ar bezhin er vro, daoust da binvidigezhioù ar plant kozh-se.

Dalc'het bev Skol Diwan Louaneg
Tenn eo bet ar jeu e Louaneg etre tud an ti-kêr ha tud ar skol Diwan.

Teuliad ar miz
Berzh-diverzh an embann evit ar vugale.

Lexilogos: spletus evit an holl vrezhonegerien
Daoust hag-eñ e tennit splet eus al lec'hienn Lexilogos c'hwi ivez?

Youenn Guillanton etre Ploermael ha Châtelet Les Halles
Ur bladenn nevez zo gant Youenn Guillanton, Ploërmel - Châtelet Les Halles.

Betek-henn, mont a ra mat pep tra
Ar film De bruit et de fureur sevenet e 1988 gant Jean-Claude Brisseau.

Lennomp!
Div bajenn prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

Embann
Barzh ha Marzh, ur mell levr evit anavezout barzhoniezh ar brezhoneg.

BreizhVOD: dibabit, prenit, sellit
Gant BreizhVOD e c'hellit dibab, prenañ ha pellgargañ filmoù brezhonek.

Prev Next