Bremañ - Niv. 371

Bremañ - Niv. 371

Hon istor

D'ar mare ma klever anv eus ur frapad nevez da zont en digreizennañ ez eus soñjet deomp ne vefe ket fall teurel ur sell ouzh hon Istor. Un Istor, dianavezet, kuzhet pe distummet.

Unan eus an elfennoù pennañ a c'hell magañ emskiant ar Vretoned ez eo ha n'eo ket souezh e vefe kont evel m'emañ en ur Stad a zalc'h da gaout da bal enteuziñ kement tra n'eo ket gall.

"Rannvroel" eo deuet hor yezh da vezañ, pe "minorelaet" d'ar gwellañ tout. Stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall zo bet plantet en hor pennoù evel un dra a oa tonket, un dra a oa da vezañ forzh penaos, evit brasañ mad ar Vretoned, anat eo. A-hend-all, soñjit 'ta, e vijemp ken warlerc'hiet hag annezidi an Izelvroioù pe kêriz Barcelona marteze…

Betek er pezh a anver "Emsav" e klever bremañ tud a lavar n'eus pobl ebet e Breizh ha n'eus ket ur vroad eus Breizh… Fin, pa vezont e Breizh bepred, peogwir pa vezont o pourmen o c'halite en Euskadi pe e Korsika, da skouer, n'eus ket taeroc'h "broadelourien" egeto.

Klask saveteiñ hor yezh hag hor sevenadur oc'h "en em zigareziñ" evit ar pezh ez omp, pe o nac'h ar pezh ez omp zoken, o krediñ e vo roet muioc'h a frankiz deomp evel-se, zo ur pezh fazi hag un hent-dall. N'eo ket evel-se ez eo bet saveteet an euskareg, ar c'hatalaneg pe ar c'hembraeg.

Deskomp eta diwar hon amzer dremenet. N'eo ket evit hec'h azeuliñ, na sevel mojennoù da gemer plas re an amezeg. Evit mont er-maez eus hor skizofreniezh ha sevel hon dazont en ur mod seder, ne lavaromp ket.

TaolennPajennoù PDF

Digoll Geronimo
Piv e oa Geronimo? E anv bepred zo sanket don er speredoù.

Ar c'hilt: dilhad ar pennoù kleiz
Ha gwiskañ ur c'hilt a vefe perzh ar pennoù kalet da gentañ?

Berzh ar rotelerezh e kêr
Implij ar rotelerioù zo o vont war gresk er c'hêrioù.

Distro-skol 2012, gant harp an Ofis publik
Ur sell war an distro-skol hag ar c'hlasoù ha skolioù brezhonek nevez.

Teuliad ar miz
Hon istor, alc'hwez hon dazont.

Dilennidi Lannuon a-enep Ai'ta: ur barrad imor divuzul
Jeu zo bet etre izili Ai'ta Treger ha dilennidi zo eus ti-kêr Lannuon.

Deiz-ha-bloaz an DABU
Dek vloaz zo e oa bet kinniget stummadur kentañ an DABU.

Skipailh mell-droad Breizh o treistbevañ
N'eo ket aes derc'hel skipailh mell-droad Breizh da vont.

Lennomp!
Div bajenn prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

Embann
Tri levr, daou evit ar vugale en o zouez, hag ur bladenn gant Oi Polloi.

Startijenn abaoe 15 vloaz
Lidet e vo 15 vloaz ar strollad sonerien Startijenn e miz Here ha Du.

Prev Next