Bremañ - Niv. 369-370

Bremañ - Niv. 369-370

Disterniañ Setu ni erruet e-kreiz an hañv dija. Evel bep bloaz e kinnigomp deoc'h un niverenn doubl, fonnus an danvez enni. Ha danvez skañv ivez, kement hag ober, rak ezhomm zo da c'hallout aveliñ e spered a-raok ad­stagañ ganti en diskar-amzer.

N'eur ket evit chom hep soñjal er postoù labour a yelo da get a viliadoù e Breizh er mizioù hag er bloavezhioù a zeu. Soñjal a reer e labouradegoù Doux hag e labouradeg PSA e Roazhon, da skouer… Bras eo an enkadenn ha kavout hentoù diorren nevez a vo d'ober moarvat, e Breizh evel e lec'h all.

Bremañ m'emañ an holl c'halloudoù gant ar strollad sokialour e vo gwelet buan ha dont a raio da wir ar pezh a c'hortozer abaoe keit-all evit ar brezhoneg er mizioù a zeu. Gwell a se ma teu. Ma ne zeu ket avat e ranko an emsav sevenadurel gouzout lakaat e vouezh da vezañ klevet en un doare sklaer ha splann.

Ya, kalz a draoù a c'hoarvezo da vare an distro-skol hag an distro-labour. Grit ho mad eus ho vakañsoù eta, e Breizh pe en estrenvro, evit adkavout startijenn ! Ezhomm 'vo.

Vakañsoù mat d'an holl.

TaolennPajennoù PDF

Stourm ha seniñ e Rusia gant Pussy Riot
Ur pennad-kaoz fonnus gant izili eus ar strollad rusian Pussy Riot.

Olwen hag Erwan Fouere, an tan hag an dour
Piv eo Erwan hag Olwen Fouere ? Respontet e vo deoc'h gant Fabien Lécuyer.

Keloù eus Island
Petra nevez gant Island ? Soñjoù un Islandadez zo o chom e Breizh.

Istor kozh an aerborzh da zont
Un diverrañ eus afer aerborzh da zont (pe get) Kernitron-al-Lann.

Mignoned ar Biche
Ul labour divent a vez kaset da benn gant lod evit adkempenn bigi kozh.

Un ti evit ar justis hag ar gwir, a-raok ar c'hlemm hag ar varn
Petra eo buhez pemdez un Ti Justis ? Ur skouer a vo kavet amañ, e Lannuon.

Labour S.L.B. e-kerzh an hañv
E-kerzh an hañv e kinnigo izili ar sindikad SLB kelaouiñ an devezhourien.

Dornskridoù Añjela Duval enlinenn
Dornskridoù Añjela Duval zo bet niverelaet ha lakaet enlinenn.

Pevar bloaz d'ar pevarlamm
Pevar bloaz zo e oa bet degemeret skolidi gentañ Skolaj Diwan Bro-Naoned.

Teuliad ar miz
Peadra da gaout un tamm dudi gant Bremañ e-kerzh an hañv.

Dirgizelladennoù Marc Morvan: un doare divent da reiñ e soñj
Ha tro ho peus bet da welet dirgizelladennoù ramzel Marc Morvan ?

Sklêrijenn an achantour
Gant ar film Hugo e oa bet enoret oberenn ar filmaozour Georges Méliès.

Armorica Breizh (bis)
Armorica Breizh, un abadenn tan-ha-kurun espar diwar-benn hon Istor.

Sevenadur
Ar "Menhir Parade" , mojenn Konveur kontet en Abati Verrepoz ha 35vet Gouel ar Filmoù e Douarnenez.

Lennomp!
Pajennoù savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.

Embann
Levrioù resevet nevez zo ganeomp ha bet lennet gant hor c'henskriverien.

Fuloriñ evit prederiañ
Ur strollad sonerien nevez zo er vro : Rhapsoldya !

Prev Next