Bremañ - Niv. 368

Bremañ - Niv. 368

Nevezamzer ar skav-gwrac'h

Ur c'hoari-ger diouzh ar c'hiz zo er mare-mañ e Kebek. Goude ar "Printemps arabe" setu deuet mare "Printemps de l'érable" arouez Kanada.

Ma'z eus ur rannved ma ne c'hortozer ket kement-se gwelet ar bobl o kregiñ gant an dispac'h ez eo Norzhamerika. Milionoù a Stadunaniz o deus gouzañvet diwar ar subprimes, da skouer, ha koulskoude, pelec'h emañ an emsavadeg, pe an nerzhioù cheñch ar gevredigezh, da nebeutañ ?
E Kebek er mare-mañ e c'hoarvez un dra hag a rank bezañ heuliet a-dost. Kregiñ a ra nerzhioù ar re yaouank da gejañ gant re ar pobloù henvroat ha gant ar re a stourm evit reiñ e frankiz da Gebek. Ha ma vefe deroù bruzunadur an impalaeriezh norzhamerikan ?

Ankounac'haat a reer bepred e kouezh atav, mare pe vare, ar pezh a seblant graet evit padout da viken. Krog eo ar Stadoù-Unanet, ha Kanada da-heul, gant o diskar. Diwar-se e c'hano traoù nevez pe e tifluko nerzhioù kozh a greded aet da get.

TaolennPajennoù PDF

Asorez : bevañ e-kreiz ar mor
Un tamm kinnig eus enezeg an Asorez er Meurvor Atlantel.

Kerroman : porzh-pesketa an Oriant
Ur sapre labour e oa bet sevel porzh pesketa an Oriant, Kerroman.

Petore dazont evit ar brezhoneg er skolioù-meur ?
Herve Bihan, skolveuriad, zo nec'het gant plas ar brezhoneg er skolioù-meur.

Breizhiz er gouarnamant gall
Bretoned a gaver er gouarnamant gall nevez. Piv int ?

Teuliad ar miz
Birvilh e kevredigezh Kebek.

Sabotage !
Aet eo unan eus sonerien ar Beastie Boys, Adam Yaunch, da Anaon.

Deomp da zumba !
Petra an diaoul eo a zumba ? Respontet e vo deoc'h gant Valérie Kervella !

Lennomp!
Div bajennad prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

Embann
Levrioù liesseurt ha c'hoari Gerioù-kuzh Yannig ivez.

Bowling : stourm ospital Karaez er sinema
A-benn miz Gouere e vo bannet ar film Bowling er salioù sinema.

Prev Next