Bremañ - Niv. 367

Bremañ - Niv. 367

Harozed emit-hu ? Aet oc'h skuizh gant ar c'houlzad kabaliñ, gant ar c'hudennoù diziskoulm, gant an enkadenn, gant ar fallgaloniñ ? Deomp en ur bed all neuze. En niverenn-mañ e kinnigomp deoc'h aveliñ ho spered ha mont d'ober ur veaj e bed an harozed veur, pe "gourharozed."

Er bannoù-treset hag er sinema e reont o renkoù dreist-holl. Ha n'eo ket dre zegouezh moarvat ma teu al lodenn vrasañ anezho eus Stadoù-Unanet Amerika, ar vro he deus graet he renkoù dezhi er bed a-bezh a-hed an 20vet kantved. Un doare adskeud eus fantasmoù, aonoù ha c'hoantoù kevredigezh Norzhamerika eo ar gourharozed. Emc'hoapaat pe diskuliañ gwall blegoù bed ar C'hornôg a reont ivez avat.

Ha ni e Breizh, daoust ha gourharozed deomp-ni a zo ? N'eus ket kalz. Menegiñ a c'haller Superbigou er bloavezhioù 1980 ha Paotr Louarn, a c'haller adkavout e Louarnig. N'eo ket al labour a vank d'ar c'hourharozed e Breizh koulskoude ! Bec'h d'ar pluennoù ha d'ar c'hlavieroù neuze !

TaolennPajennoù PDF

Gouezelegomp !
Pennad-kaoz gant lennourez iwerzhoneg Skol-veur Roazhon 2.

Pretioù ar Galon
Ul labour divent a vez sevenet bep bloaz gant harperien Les Restos du Cœur.

Manifestadegoù: etre bizañ ha trec'hiñ
Ur sell war dasson manifestadeg an 31 a viz Meurzh e Kemper er mediaoù.

Teuliad ar miz
Ar c'hourharozed, gant The Avengers hag ur c'hinnig eus ar re vrudetañ er bed.

Istor Breizh evit an holl: un trec'h dudius war ar raksoñjoù
Istor Breizh kontet e galleg gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot.

Evit va yezh kalon
Troc'h-kaoz gant ar skrivagner Herve Lossec, paotr Les Bretonnismes.

Lennomp!
Div bajennad prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

Embann
Ul levr hag ur bladenn evit brezhonegañ ha kement-all evit ankeniañ!

Tamm-Kreiz: Bibl ar festoù-noz
Mont a ra an traoù war-raok gant aozerien lec'hienn Internet Tamm-Kreiz.

 

 

Prev Next