Bremañ - Niv. 365

Bremañ - Niv. 365

Emgavioù

Emgavioù a bouez a vo evit ar brezhoneg e dibenn miz Meurzh : d'an 29 e vo votet war an destenn "Ur politikerezh yezh evit Breizh" er C’huzul-rannvro ha d’an 31 e vo dalc'het ur vanifestadeg e Kemper evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. A-raok teuliad an niverenn a zeu, a vo gouestlet d'ar politikerezh yezh, e kinnigomp un teuliad a daolo sklerijenn war meur a arvez : ur pennad-kaoz gant Patrig Herve, unan eus aozerien ar vanifestadeg evit gouzout hiroc'h war ar perag hag ar penaoz eus an emgav roet e Kemper. Kalzik a gaoz zo bet ivez tro-dro d'ar gallaoueg abaoe ur pennad. Bet omp oc'h ober un nebeud goulennoù ouzh Crisstof Simon, prezidant DPLO hag oberiant e Bertaeyn Galeizz, brasañ kevredigezh difenn ar gallaoueg.

Distreiñ a reer ivez war ul levr a bouez bet embannet e dibenn 2011 : Arnod an Euskareg. Dont a ra aliezik bremañ er c’haozeadennoù a-zivout dazont ar brezhoneg. Daoust ha meizet mat eo bet avat ar pezh zo skrivet du war wenn ennañ ? Peadra da voueta ar preder, en ur mod sklaer ha seder, evit sevel un dazont d'ar vrezhonegerien. Petra soñjal, da skouer, p'eo displeget el levr e rank ar yezhoù kaout kefridioù broadel evit bezañ adperc’hennet da vat ha pa ne seblant ket dileuridi an "emsav sevenadurel" bezañ prest d’ober gant ar ger-se c’hoazh/ken ?

E 1997 e oa bet bodet un 2 000 den bennak e Pondi evit goulenn groñs e vefe sinet karta Europa ar yezhoù rannvro ; sinet eo bet e 1999. Pezh a zo, n'eo morse bet peurwiriekaet ha Nicolas Sarkozy en deus embannet sklaer ne raio ket, ma chom Prezidant. E-touesk azgoulennoù manifestadeg an 31 ec‘h adkaver hemañ : "kadarnaat Karta Europa ar yezhoù". Ha just a-walc’h, François Hollande en deus embannet sklaer e raio… gant ma vo dilennet.

TaolennPajennoù PDF

Distro an tasmantoù kozh gwisket a-nevez (3/4)
Trede lodenn un heuliad skridoù diwar-benn poblachourien Reter Europa

Lituania hag Europa : prederiadennoù Viktor Uspaskich (1/2)
Prederiadennoù Viktor Uspaskich, kannad europat evit Lituania

Kelenn ha deskiñ kembraeg e Breizh
Pennad-kaoz gant al lennourez kembraeg e Skol-veur Roazhon 2

Peñse ar Gay-Lussac
Un distro war gwallzarvoud ar chaluder Gay-Lussac e 1950

Teuliad ar miz
Birvilh "yezhoù Frañs" ?

Yezh
Ai'ta e manif an 31 a viz Meurzh e Kemper, Skrivadeg 2012, Ya d'ar brezhoneg

Kelc'htro liorzh ar bed
Ur pezh nevez zo bet savet gant Teatr Piba, Al liorzhour, diwar Mike Kenny

Marc'h brezel
Film nevez Steven Spielberg, War Horse, a c'heller gwelet er salioù sinema.

Embann
Tri levr bet resevet ha lennet gant skipailh Bremañ

Tân hag entan Lleuwen
Lleuwen Steffan zo bet priziet nevez zo evit he fladenn Tân

Prev Next