Bremañ - Niv. 364

Bremañ - Niv. 364

Doareoù dibaseet 2012, bloavezh an dilennadegoù evit teir bro c'halloudus. Frañs e miz Mae hag e miz Even, Stadoù-Unanet Amerika e miz Du ha Rusia er miz a zeu. E penn ar vro-se e kaver ur skipailh tud bodet tro-dro d'un den hollc'halloudus hag a zo o koll tamm ha tamm e vrud. Manifestadegoù a zo bet e miz Kerzu ha reoù all a vo a-raok an dilennadegoù prezidant-se e Rusia gant ur pal, echuiñ gant ar reizhiad Poutin. Tost da 100 000 a dud a oa bet bodet e Moskov e miz Kerzu, ha kement all a vo e miz C'hwevrer moarvat. Daoust ha cheñchet e vo an traoù da vat gant ar manifestadegoù-se? Chañsoù bras a zo e tremeno Poutin ar wech-mañ memes tra. Met penaos e vo an traoù e dibenn e respet, gant ma yelo betek an dibenn evel-just ? Boas omp ni Breizhiz da vanifestiñ abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù, evit hor yezh, evit an adunvanidigezh, a-enep an nukleel, evit an endro; e 2010 ez eus bet miliadoù a dud er straedoù evit mont a-enep raktres adreizh al leveoù. Kadarnaet eo bet an adreizh-se un nebeud mizioù war-lerc'h gant ar c'huzul bonreizhel hag embannet diouzhtu war-lerc'h. Gant-se ez eus peadra d'en em c‘houlenn ha n'eo ket diamzeriet an doare stourm-se e 2012.

TaolennPajennoù PDF

Braune Armee Fraktion
Un heuliad muntroù gouennelour zo bet diskoulmet en Alamagn

Harpañ Euskariz
Tri bodad zo bremañ e Breizh evit harpañ prizonidi bolitikel Euskadi

Deskiñ kerneveureg...tamm-ha-tamm !
Abadenoùigoù tele evit tañva ar c'herneveureg zo bet produet nevez zo (pennad da bellgargañ e pdf)

"Trawalc'h !"
TK Bremen: pennadoù-kaoz gant maer an Intel hag ezel eus ur bodad evezhiañ

Bec'h d'an ourmel
Trouz zo e bro Gwiseni: ur park ourmel a c'helffe bezañ savet eno

Teuliad ar miz
Rusia, Poutin lakaet diaes

Brudañ an divyezhegezh
Deskiñ div yezh an abretañ ar gwellañ: ur c'houlzad brudañ e Penn-ar-Bed

An istor diechu
Annaig Renault zo aet d'an anaon d'an 8 aviz Genver 2012

Istitloù brezhonek mar plij !
Tud zo o deus divizet kinnig istitloù brezhonek evit heuliadoù saoznek (pennad da bellgargañ e pdf)

Tan ha skorn Belenos
Pennad-kaoz gant Loïc Cellier, e penn ar strollad sonerezh Belenos

Daonet, 10 vloaz rock ha stourm
Pladenn sonerien Daonet, Donemat, zo bet lakaet er gouloù nevez zo

Prev Next