Bremañ - Niv. 363

Bremañ - Niv. 363

Debriñ mod all Gant gouelioù dibenn ar bloaz ez eo bet leuniet ar stalioù a voued adarre. Hor c’hevredigezh veveziñ en he splannañ. Goude friko ha fiskoan e soñj alies an den emañ o vont d’ober strivoù evit debriñ yac’hoc’h er bloaz nevez ! Daoust ha dalc’het e vo d’an diviz kaer-se avat, se zo un afer all…

Un teuliad diwar-benn doareoù all da broduiñ boued ha da zebriñ a ginnigomp deoc’h en niverenn-mañ just a-walc’h. Seblantout a c’hall bezañ un danvez skañv. N’eo ket tamm ebet avat. Pa reer anv eus boued e reer anv eus yec’hed, armerzh, ekologiezh, identelezh. Liammet eo pep tra.

A bouez eo eta kaout un tamm preder war ar pezh a zebrer, penaos ha gant piv e vez produet. Un tamm galloud zo gant pep hini aze. Chom hep prenañ frouezh ha legumaj e-maez o c’houlz produiñ reizh er vro, asantiñ paeañ traoù zo un disterig keroc’h evit ma vo miret liesseurted ar blazioù, harpañ rouedadoù produiñ lec’hel evit mont enep treuzdougen koustus ha saotrus ar pezh a zebromp. Setu traoù bihan pemdeziek hag a c’hell degas kemmoù don er gevredigezh. Deomp-ni d’ober hon dibaboù war ar pemdez ha d’ober gant hor galloud "keodedour-bevezer."

Kalon d’ho poued !

TaolennPajennoù PDF

Distro an tasmantoù kozh gwisket a-nevez (2/4)
Eil lodenn un heuliad skridoù diwar-benn poblachourien e Reter Europa.

Henri Goetschy: "Paneve ar brezhoneg, petra a vefe Breizh?"
Ur pennad-kaoz gant Henri Goetschy, politikour elzasat abaoe pell-pell.

Roazhon 2-Harvard hag emglevioù gant skolioù-meur all
Emglevioù zo bet savet etre Roazhon 2 ha skolioù-meur all er bed.

Skignañ ar yezhoù minorelaet
Kaoz zo bet e Kerdiz eus penaos kas war-raok mediaoù e yezhoù minorelaet.

Teuliad ar miz
Modoù all da zebriñ

Kevredigezh
Keleier berr-ha-berr eus Breizh.

France 3 Breizh war ar web
Gant France 3 ez eus bet roet lañs d'ul lec'hienn Internet nevez-flamm.

Kann ha lamm ar savate
Greomp anaoudegezh gant ar savate, pe ar boks gall mar karit.

E-lec'h ma c'helli kousket, kousket, kousket
Film nevez paotr Marsilha, Robert Guédiguian, Les neiges du Kilimandjaro.

Embann
Pladenn Dibedoup hag adembannadur Troioù-kamm Alanig al Louarn.

Gwiad La Obra
Ur pezh-c'hoari nevez zo bet savet gant strollad komedianed La Obra.

Prev Next