Bremañ - Niv. 361

Bremañ - Niv. 361

Nevezamzer

An darvoudoù a c'hoarvez e Norzh Afrika a ya d'ober ul lodenn vat eus ar c'heleier abaoe un toullad mizioù. Tunizia, Egipt, Libia... Anv a vez graet eus an Nevezamzer arab. Piv a oar avat pegen pouezus eo bet perzh ar Verbered, an Imazighen, er reveulzi-se?

Diaes eo gouzout penaos e troio an traoù er broioù-hont er bloavezhioù a zeu. Gant diwezh ar Stadoù a vac'home o fobloù e c'hall holl nerzhioù ar gevredigezh lakaat o mouezh da vezañ klevet. Ar re a gasfe ar gevredigezh war-raok koulz hag ar re he c'hasfe war-dreñv...

Mennet eo an Imazhigen da lakaat doujañ o yezh hag o identelezh. Da c'houzañv o deus bet diwar Stadoù renet gant uhelidi o devoa desket mat pennaennoù zo eus mont en-dro ar Stad c'hall: ur Stad/ur yezh. Tost-tre deomp int dre-se, en ur mod, ha kompren a reont diouzhtu petra eo bezañ brezhoneger er Stad c'hall. "Bretoned? Berbered Frañs oc'h-c'hwi!" a c'heller klevet ganto a-wechoù.

Ra zeuio nevezamzer an Imazighen neuze evel kemenn nevezamzer ar Vretoned !

 

Prev Next