War varc'h-houarn e brezhoneg -- 9-11/07/21

Enskrivadur enlinenn / Inscription en ligne

Staj velo Helene skanv

Digor d'an holl vrezhonegerien, barrek pe o teskiñ

Skol an Emsav a ginnig deoc’h 3 devezh war varc’h-houarn e brezhoneg. Deuit da aveliñ ho penn war hent ar Vélomaritime etre Montroulez ha Lannuon. Ouzhpenn troidikellat a vo graet er staj-mañ : gweladenniñ, c’hoari, dizoloiñ an anvioù lec’h...
Un digarez a-feson evit flapiñ e brezhoneg ha deskiñ geriaoueg ar marc’h-houarn, ar c’hampiñ hag an natur war an aod. Degemeret e vo an holl liveoù adalek ur bloavezh kentelioù noz. Pep hini a c’hallo mont war-raok, diouzh he/e lusk ha diouzh he/e live.
 War-dro 70 km a vo da doullañ e-korf tri devezh (26 km / 26 km / 15 km) : taolit evezh ma voc'h yac'h a-walc'h da vont betek penn !
 
LAKAIT HOC'H ANV PRESTIK !
15 plas hepken
Evit gouzout hiroc'h war an hent Vélomaritime.
 

Ouvert à tous, locuteurs confirmés et apprenants

Skol an Emsav (Rennes) vous propose 3 journées de stage rando-vélo sur la Vélomaritime entre Morlaix et Lannion. Autour des différentes étapes du trajet seront proposés des jeux, visites, découverte de la toponymie locale...
 Une occasion idéale pour pratiquer le breton hors des cours et acquérir de l'aisance et du vocabulaire (vélo, nature, camping...) dans une ambiance de vacances.
Le stage est ouvert à tous les niveaux de breton à partir d'une année de cours du soir.
 Environ 70 km seront parcourus en trois étapes : les participants sont invités à s'assurer de leur capacités physiques sur cette distance, qui comportera du relief.
 
INSCRIVEZ-VOUS SANS ATTENDRE !
15 places maximum
En savoir plus sur la Vélomaritime.
 

PRIZ AR STAJ / PRIX DU STAGE :

  • 150 € dre zen / par personne
E-barzh ar sammad-mañ e vo kontet koust ar c'hampiñ, ar boued (preti, piknik...) hag ar c'harr-samm.
 
​Le tarif inclut le coût du camping, du transport de matériel et des vélos en camion ainsi que des repas (pique-nique, restaurant...).
 

Enskrivadur enlinenn / Inscription en ligne

 
Penaos 'ta e kasin ma marc'h-houarn da Vontroulez ?
 Ur c'harr-samm a loc'ho eus Roazhon betek Montroulez da heuliañ ar stajidi a-hed an hent.
Kinniget e vo kargañ kezeg-houarn, dafar kampiñ ha seier e-barzh diouzh an ezhomm.
 
Et comment j'emmène mon vélo à Morlaix ?
 Un camion partira de Rennes et suivra les participants sur tout le trajet pour transporter vélos, sacs et matériel de camping selon les besoins. 
 

TITOUROÙ POUEZUS / INFORMATIONS IMPORTANTES :

  • Mizoù da lakaat e anv / Acompte demandé à l'inscription : 50 €.
    Ar peurrest a vo da baeañ a-raok deiz kentañ deiz ar staj. / Le solde devra être réglé avant le premier jour du stage.
  • Ma vefe nullet ar staj abalamour da epidemiezh ar c'horonavirus e voc'h digollet 100%. / Si le stage devait être annulé en raison de la situation sanitaire liée au covid-19, les frais avancés seraient intégralement remboursés.
  • Goude resev ho koulenn da lakaat hoc'h anv (dre Google Form pe dre baper) e teuimp e darempred ganeoc'h gant ul liamm Paypal da baeañ ar mizoù enskrivañ. / À réception de votre demande d'inscription (par Google Form ou par papier), nous vous enverrons un lien Paypal pour le paiement de l'acompte.
  • Ma fell deoc'h paeañ dre chekenn : lakait an urzh da Skol an Emsav ha kasit ho chekenn hag ho fichenn enskrivañ da Skol an Emsav. / Si vous souhaitez régler par chèque : mettre l'ordre à Skol an Emsav et envoyer votre chèque et votre fiche d'inscription à Skol an Emsav.