Stajoù da zont
Abaoe 2006 e kinnig hor c'hreizenn kelc'hiadoù stummañ micherel war 6 miz. Ar prantadoù-se, 840 eurvezh anezho a ro an tu da vestroniañ ar yezh diouzh live B2 Portfolio Europa ar yezhoù. M'ho peus ur raktres micher e liamm gant ar brezhoneg, pe ma fell deoc'h stagañ gant ur c'helc'hiad stummañ er skol-veur, graet eo ar stummadur war 6 miz evidoc'h. Kerkent ha ma voc’h deuet e darempred ganeomp e harpimp ac’hanoc’h evit dont a-benn da arc’hantaouiñ ho stummadur. Ha pa vefec’h gopret pe dilabour e c’heller kaout diskoulmoù evit ma teufec’h e-pad 6 miz ganeomp. Ha fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h ? Deuit e darempred ganeomp, kaset e vo un teuliad titouriñ deoc'h hag e vo kinniget un emgav hiniennel deoc’h. Titouroù : 02 99 38 75 83 Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h diwar-benn ar CIF: www.fongecif-bretagne.org Gallout a reer tapout sikourioù m’och enskrivet evel den dilabour. Kement-mañ zo bet lakaet e pleustr gant Kuzul-rannvro Breizh. E ken kaz n'ho pefe ket ar gwir da gaout tamm gwenneg ebet gant ar pol Implij e c'hello Rannvro Breizh reiñ ur skoaziad evit ho sikour da heuliañ ar c'houlzad stummañ. Gouzout hiroc'h: http://www.bretagne.fr/ Gallout a reomp kavout diskoulmoù arc’hantaouiñ all.
Lec'hioù ar stummadurioù
skingomz, kazetennerien, komedianed, advouezhierien...Ouzhpenn 1000 den a labour bemdez e brezhoneg ! Deuit da vezañ unan anezho !
Arc'hantaouiñ ar stummadurioù lies
Ar c'hopridi a c’hell bezañ degemeret en hor c'hreizenn-stummañ a-drugarez d'ar gwir hiniennel d'en em stummañ (gellout a ra kement goprad berniañ ur c'hred stummañ par da 20 eurvezh bep bloaz, a c'heller berniañ e-pad 6 vloaz hep mont en tu all da 120 eurvezh), pe d'ur c'hoñje hiniennel a stummadur CIF/KHS (ur stummadur na bad ket muioc'h eget 120 eurvezh hag a vo kaset da benn e korf ur bloavezh) a-drugarez da steuñv stummañ hoc'h embregerezh, evit cheñch micher.
Pellgargit ar pleg-dibleg diwar-benn ar gwirioù da vezañ stummet.