Stajoù kentañ
- Roazhon etre ar 14 a viz Gwengolo hag an 18 a viz kerzu 2020
- Roazhon ha Sant-Ervlan etre ar 06 a viz Ebrel hag ar 24 a viz Even 2021
Publik ar stummadur
Brezhonegerien hag a faot dezhe mont war-raok gant ar brezhoneg ha ledanaat o anaoudegezhioù. Dre ar stummadur-mañ e c’hello pep danvez-stajiad pinvidikaat e varregezhioù kentañ, ar pezh e sikouro da gavout pe da adkavout ul labour, da cheñch micher pe c’hoazh da dizhout ul live yezh uheloc’h ha lakaat e bost-labour da emdreiñ.
Ar stummadur-mañ a c’hall bezañ gwelet evel un heuliad d’ar stummadur war 6 miz evit an dud o do da implijout ar brezhoneg war ar pemdez.
Barregezhioù rekis
- Live B1 pe live 3 an DBY (diplom barregezh war ar yezh)
- Live yezh pep stajiad a vo priziet da vare an enskrivadurioù.
Palioù ha roll-labour ar stummadur
- Lakaat ar stajidi da implijout en un doare aes hag emdarzhek ar brezhoneg.
- Gwellaat barregezhioù kehentiñ an deskidi.
Mont en-dro ar stummadur
- 35 eurvezh bep sizhun eus al Lun d’ar Gwener - 420 eurvezh
- 70 eurvezh a vo gouestlet da gas ur raktres pedagogel da benn - Diouzh ezhommoù pep stajiad e vo azasaet ar raktres-mañ.
- prezegennoù diwar sevenadur hag istor ar vro, istor ar yezh, ar brezhoneg e bed al labour…
Priziañ live ar stajidi e fin o stummadur
- Goulennet e vo gant kement stajiad en do bet heuliet ar stummadur lakaat e anv e arnodenn an DBY evit gellet gwiriañ e live yezh.
- Ur bilañs a-stroll hag hiniennel a vo graet e dibenn ar stummadur.