Ur gelaouenn evit an deskidi embannet gant Skol an Emsav
Abaoe 1980 e vez embannet gant Skol an Emsav ar gelaouenn Bremañ, keleier liesseurt enni. N'eo ket ur gelaouenn graet evit an deskidi avat, evit ar vrezhonegerien dre vras ne lavaromp ket. Ar soñj embann ur gelaouenn bedagogel n'eo ket nevez ha divizet en deus skipailh Skol an Emsav kas ar mennozh betek penn gant #brezhoneg. Tost 5000 den deuet a vez o teskiñ brezhoneg, e Breizh hag e lec'h all. Un diouer a zanvez da lenn zo evito siwazh. Betek dibenn ar bloavezhioù 1990 e veze embannet ar gelaouenn Evit ar brezhoneg evit an deskidi ha ne oa bet embannet tra ebet all evito abaoe, pe dost. Al liseidi hag ar studierien a c'hallo ober o mad eus #brezhoneg ivez. #brezhoneg, ur gelaouenn evit an holl re a gar ar brezhoneg, forzh pe oad e vefent !
Pennadoù-skrid a glot gant liveoù A2 ha B2 Portfolio Europat ar yezhoù: Dre PayPal pe dre gartenn-vank (er penn traoñ) Ne fell ket deoc'h kaout ar prof : menegit kement-mañ da vare ar paeañ el lodenn Ajouter, e dibenn furmskrid Paypal, dindan ho chomlec'h. Ho pediñ a reomp da venegiñ adal pe niverenn e fell deoc'h boulc'hañ ho koumanant (niverenn nevez embannet pe niverenn a zeu). Trugarez vras deoc'h ! Distaol an Nedeleg ! 30€ evit 6 niverenn + 3 niverenn brofet ! Distaol an Nedeleg ! 42€ evit 6 niverenn + 3 niverenn brofet ! Ar priz meneget el lañser eo ar priz taosoù er-maez (HT), an TVA a 2,1% a vo ouzhpennet en un doare emgefre. Bloavezh 2017 5€ (+1,50€ mizoù-kas evit pep niverenn) Bloavezh 2018 5€ (+1,50€ mizoù-kas evit pep niverenn) Bloavezh 2019 5€ (+1,50€ mizoù-kas evit pep niverenn) Bloavezh 2020 5€ (+1,50€ mizoù-kas evit pep niverenn) Paeañ dre chekenn pe dre lamadenn (chekennoù war anv Skol an Emsav) Pellgargañ ar furmskrid koumanantiñ a c'hallit ober amañ :
e-barzh #brezhoneg ?Koumanant
enlinennPrenañ un niverenn pe
niverennoù eus #brezhonegDre chekenn
pe dre lamadenn
Koumanant (pe adkoumanant) evit Breizh hag C'hwec'hkorn
Koumanant (pe adkoumanant) e-maez Breizh pe ar C'hwec'hkorn