Amañ ar radio, ar Vretoned a gomz ouzh ar Vretoned;
E Breizh e teu ar c’hêrioù-meur da vezañ brasoc’h-brasañ. Tremen a reer kalz a amzer stanket war an hentoù, e goudor ar c’hirri. Petra ober enno? Lenn ar posteloù o tibunañ war skramm ur poellgomzer, divinout skeud un dremm e stumm ur goumoulenn bennak, debriñ ur sandwich... Aliesoc’h koulskoude e selaouer abadennoù radio. Dibab a c’haller e-touez kinnigoù liesseurt: sonerezh jazz, klasel, elektro; atersadennoù ha divizoù diwar-benn ar c’heleier; temoù sevenadurel, prederouriel pe gouestlet d’ar c’hiz. N’eus nemet un dra a chom difiñv... ar yezh. Ne c’haller ket dibab ur radio e brezhoneg n’eus forzh pelec’h e Breizh. Aesoc’h eo selaou ar BBC e Sant-Maloù zoken, pa vez brav an amzer. Ret eo d’ar vrezhonegerien zo o chom e Breizh-Uhel, pellgargañ an abadennoù dre ar genrouedad. Gallout a ra bezañ ur skoilh evit ar re n’int ket en o bleud gant an teknologiezh. Bez’ ez eus binvioù nevez aes d’ober ganto evelkent, hag a zegas diskoulmoù pleustrek evit tremen eus bed ar gwagennoù d’ar bed niverel. Tamm-ha-tamm e steuz an harzoù etre ar skinwel, ar skingomz, ar poellgomz hag an urzhiataer. Eskemm a raio ar c’hirri-tan gant an eurieroù pe an tiez a-benn nebeut. Kavout a raio hor yezh he flas e mare ar global media peogwir eo kadarn youl ar stourmerien.
Ar gelaouenn
- Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall. - Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev. - Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù liesseurt bet gant Bremañ.
Ar bed
- Bremañ er bed
Keleier eus Bolivia, Jeorjia, Inizi Faero, Katalonia... - Anavezout ar bed
Chanter arkeologel Corent en Arvern. - Broioù & pobloù
Al luskad “Idle No More” savet gant henbroidi Kanada.
Breizh
- Bremañ e Breizh
Labourerien ampoezonet Nutréa-Triskalia, Deomp De’i!... - Bevañ e Breizh
Kinnig ar gevredigezh Gast! gant un ezel, Maelle. - Bevañ e brezhoneg
Pennad-kaoz gant Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan.
Teuliad
- Ur sizhunvezh e kalon Radio Kerne
Labour skipailh Radio Kerne e-kerzh Gouel ar Filmoù. - Kroashent ar radio brezhonek
Pennad-kaoz gant Anna Jaouen, karget a ziorren. - Hentoù evit ar radio en amzer-da-zont
Gwechall e veze bodet radio ha tele... Hag en dazont? - Teknologiezhioù nevez evit selaou ar radio
Selaou a reer a radio muioc’h-mui dre internet..
Sevenadur, dudi, sportoù
- Levrioù, arzoù, embann
Yan’ Dargent, livour Les Lavandières de la Nuit. - Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ar feulster e-barzh filmoù Quentin Tarantino. - Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ar Fiselerezh, kevredigezh fest ar Fisel e Rostrenenn. - Sportoù & yec'hed
Ober sport zo yac’h. Ober re a c’hall bezañ noazus avat. - Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont. - Boued
Pizza gant eog ha kourjetez ha bara kollet.