Lenn Bremañ 2.0
E-kerzh ar prantad dreistordinal-mañ e c’helloc’h tennañ ho mad eus stumm 2.0 eus ar gelaouenn Bremañ. Bep sizhun adalek hiziv e embannimp pennadoù enlinenn, pennadoù skrivet nevez zo ha pennadoù bet embannet e niverennoù kozh a bep eil, d’ar Meurzh ha d’ar Gwener.
Skignet e vez ar pennadoù dre lec'hienn Issuu ivez : https://issuu.com/skolanemsav
Lennadenn vat deoc’h !
skipailh Bremañ
Bremañ @ - Aet eo Padrig al Lae diwar wel ha diwar glev
...Ha gantañ, un tamm mat eus istor ar c’hleweled e brezhoneg. Aet eo Padrig al Lae d'an Anaon d'an 18 a viz Meurzh 2020, deiz war-lerc'h Gouel Sant Padrig. Abalamour d’ar pore, ne vo ket lidet e obidoù war an ton bras e Sant-Briag, lec’h m’en doa graet e zemeurañs.
Diwar e benn e talc’ho soñj forzhik a dud eus e gomzoù flemmus p'en doa displeget petra e oa pal ar skinwel... [...]
Bremañ @ - Seriennoù TV e Kembre... So worldwide !
Bremañ @ - Aet eo ene Mirdi Breizh d’an Anaon…
D'ar 25 a viz Meurzh 2020, he deus falc'h an Ankoù skoet div wech hor sevenadur. D’an hevelep deiz eo aet Yann-Cheun Veillard ha Donatien Laurent d’an Anaon.
Meur a liamm a oa kenetrezo ha boutin e oa o c’hoant da reiñ ur startijenn renevesaet d'hor sevenadur, boutin a oa ivez an niver bras a obererezhioù o doa kaset da benn vat evit tizhout ar pal-se, [...]
Bremañ @ - Politikerezh yezh pe yezh politikel ? Un heuliad tele en albaneg
Bremañ @ - En Ifern yen ar brezel gant Sympathie pour le diable
Bremañ @ - Naoned e Breizh… ha Jules Verne e brezhoneg !
Bremañ @ - Politikerezh “Publik Vs Publik” er c’hleweled en elzaseg
Bremañ @ - Ar Bikted, en Europa an Oadvezhioù teñval
Bremañ @ - Tud teuc’h o c’horf : al lard-fall oc’h aloubiñ an douar
Bremañ niv.421 - Un homme est mort
“Marvet ez eus un den ha n’en doa da arm nemet e zivrec’h digor” (Éluard)
Stourm al labourerien oc’h adsevel Brest distrujet, ar filmaozour René Vautier o lakaat e gamera e servij ar stourm [s.o. Bremañ, niv. 400], e film distrujet dre wallzarvoud ha kollet da viken, levr bannoù-treset Kris ha Davodeau o reiñ ur vuhez nevez dezhañ [s.o. Bremañ, niv. 405], ha bremañ ar film-bevaat gant Olivier Cossu, ambrouget gant leitmotiv gerioù Éluard, sed aze ur skeudenn gaer eus oberennoù oc’h en em vagañ an eil re ar re all a-dreuz an amzer, hag o virout ouzh an ankouazh d’ober e reuz. [...]
Bremañ niv.417 - Disleksiezh : kavadenn klaskerien vreizhat
Bremañ niv.428 - Nerzh ha berzh Fleuves
Bremañ niv.425 - Pempvet remzi ar pellgomzerioù hezoug
Bremañ niv.418 - Fañch, Derc’hen... En anv hor bro
Bremañ niv.427 - Brizhkeleier: brud fall betek ar mor, brud vat e toull an nor
Bremañ niv.422 - Bommoù buhez Albert Couée
Bremañ niv.418 - Brezelourezed viking : kavadenn henoniel e Sveden
Bremañ niv.401 - Outlander, sevenet penn-da-benn e Skos
Bremañ niv.411 - Deomp da c’hoari Kabbadi