Kestell ar vro, teñzorioù kuzh-diguzh

Dek vloaz zo e oa bet anv eus enskrivañ Marzoù Breizh [s.o. Bremañ, niv. 333-334, niv. 349] e roll an Unesco. D’ar c’houlz-se e oa bet embannet gant ar re a faote dezhe kas al labour-se da benn e vefe hir-hir an hent ha diasur an disoc’h (dav eo menegiñ n’eus nemet ul lec’h e Breizh rik enskrivet e roll glad bedel an Unesco : tour Vauban Kameled, an eil zo rannet etre Breizh ha Normandi). N’eus keloù ebet evit c’hoazh. Estreget kestell (lod anezhe brudet-mat) ar Marzoù zo, evel-just. Ar savadurioù bras ha boemus-se, niverus dre ar vro, a oa anezhe kreizennoù politikel, armerzhel ha sevenadurel, ha dreze e c’heller neuze kaout ur ouiziegezh vras diwar-benn Istor ar vro hag an an dud a veve enni. Ar pennadoù en niverenn-mañ zo anezho un doare kouvi da gentañ penn, ur gouviadenn da vont da weladenniñ an testoù-se eus buhez an dud er vro gwechall, ur gouviadenn da glask gouzout hiroc’h diwar o fenn. Lod zo brudet ha graet mat war o zro. Lod all zo kouezet en o foull koulz hag en ankounac’h, dilezet hag en ur stad truezus. Lod all c’hoazh, evel kastell Rocher-Portail, zo bet miret en ur stad espar, anavezet gant nebeut a dud er vro ha kalz a draoù a chom da ziskoachañ ennañ. Lennadenn ha baleadenn vat deoc’h.

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Testeni
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

 

Ar bed

Bremañ er bed
Gwirioù al loened ha mad ha merc’h-den...

Anavezout ar bed
Hag anavezout a rit “kastell” Berlin, bet adsavet ?

Broioù & pobloù
Ur Breton a vefe bet e-touez muntrerien Thomas Becket.

Breizh

Bevañ e brezhoneg
Penaos eo tremenet ar c’henfinañ en eil derez Diwan.

Bremañ e Breizh
Kanod an Impalaer zo distro e porzh Brest.

 

Teuliad : Kestell ar vro : teñzorioù kuzh-diguzh

Deuet eo amzer ar c’hestell-kreñv
Peur ha penaos eo dispaket ar c’hestell-kreñv er vro ?

Kastell e zorioù kuzh-diguzh war ar roc’h toull-didoull
Kastell dibar Rocher-Portail, chomet en ur stad espar.

Kastell Tonkedeg test nav c’hantved en Istor Breizh
Nepell diouzh Lannuon emañ ar rivinoù meur­dezus.

Rivin Reoz
Ur rivin e-tal ur roudour strategel war ribl ar Wilen.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Ar romant Alamut gant Vladimir Bartol.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ar filmaozer Pasolini a oa tik gant ar frioulaneg.

Levrioù, arzoù, embann
Pennadoù-barn diwar-benn levrioù kaset da Vremañ.

Levrioù, arzoù, embann
Diskouezadeg Enki Bilal e Landerne.

Boued
Tartezenn heodez ha gwastell chokolad gant kourjetez.