Kelt... pe digelt ?

Forzh pegen kozh bennak ez eo ar ger “kelt”, e chom skedus en deiz a hiziv c’hoazh. Ingal e vez klevet pa vefe gant “Gouel etrekeltiek an Oriant”, gant “Gouel ar mediaoù keltiek” pe c’hoazh gant “C’hevre keltiek”. A-viskoazh koulz lavaret ez eus bet tabut evit termenañ e dalvoudegezh avat, rak petra ’dalvez ar “pobloù kelt”, ar sonerezh keltiek pe ar yezh keltiek ? Galvet en doa Roparz Hemon er bloavezh 1928 en e Lizher d’ar vreudeur tramor1 d’ober gant seurt yezh evit kement kendalc’h Kengelted met direspont ez eo chomet dibaoe an amzer-hont… Ar sevenadur hag an istor, sed aze an div vammenn lies-implijet evit magañ seurt darem­predoù etrekeltiek. Divizoù a-vil-vern zo abaoe ur frapadig diwar-benn istor ar Gelted ha ne seblant ket kelt ken ar pezh a seblante anat deomp n’eus ket ken pell zo. Ha “kelt” eo ar pobloù a oa o vevañ e Hallstatt pe La Tène er Ragistor ? Douetañs bras a zo hiviziken met ken niverus eo an teoriennoù nevez, ken e kav gwelloc’h lod eus an arkeologourien chom hep implij ar ger “kelt” ken. Kelt pe digelt neuze ? Dibosupl e vo sur-mat adkavout patrom ar yezh keltiek pe an “den keltiek” e donvor an Istor ha kredapl-bras e vo ret en amzer da zont reneveziñ istor ar Gelted hag o yezh(où). Met petra vern e gwirionez ? Deomp-ni da genderc’hel da implij a bep seurt skeudennoù eus un amzer aet da get, rak ma vez adnevezet ingal istor ar pobloù, e chom mitologiezhioù ar Gelted – forzh pegen faltaziek e vefent – ur vammenn dihesk da awenañ hor faltazi a vrezhonegerien.

Samuel Julien

1. Lizher d’ar vreudeur tramor en Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh (trede embannadur), Embannadurioù Al Lanv, 2020.

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù bet kaset d’ar gelaouenn.

 

Ar bed

Anavezout ar bed
Istor ur frazenn distaget e 1958 gant Ahmed Sekou Toure.

Broioù & pobloù
“Ar Menez Du”... da lavaret eo Montenegro.

Breizh

Bremañ e Breizh
Pennad-kaoz gant unan eus luskerien Douar ha Frankiz.

Bremañ e Breizh
Echu eo labour adsevel chapel Sant Loup Lanvaeleg.

Bevañ e Breizh
Hag anavezout Ti Sant Erwan, e Sant-Brieg ?

 

Teuliad : Kelt... pe digelt ?

Ar Gelted kozh. Ne vehe ket bet anezhe ?
Se hor bez tro da lenn pe da glevet a-c’houde ur pennad.

Hallstatt, eus an “holen-kêr” d’an hollgaer
Roet eo bet anv ar gêr d’ur seve­nadur ragistorel a-bezh.

Hent ar Gelted er broioù germanek...
Un droiad dre virdioù “kelt” e broioù german..

Celtic League ha Carn, liammañ ar Gelted hiziv
Pennad-kaoz diwar-benn ar Celtic League ha Carn.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Marvet eo Jimi Hendrix hanter-kant vloaz zo.

Levrioù, arzoù, embann
Al luc’hskeudenner Michel Thersiquel enoret e Douarnenez.

Boued
Koulourdrenn butternut farset gant kinoa ha Bara brith.