Euskadi, digor hent ar peoc'h ?
E-touez ar broioù a vez meneget ingal evel skouerioù e Breizh e kaver, er renk kentañ moarvat, ar vro a anver "Euskadi", en ur mod eeun. Seaska/Diwan, Bai Euskarari/Ya d'ar brezhoneg, Korrika/Redadeg ha na pet mennozh all omp bet o "c'hwibañ" en Euskadi… Gwir eo ez eus gwirvoudoù disheñvel a-dreñv d'ar ger Euskadi: lod a soñj kentoc'h e Norzheuskadi, lod all er Gumuniezh emren, ha re all c'hoazh marteze e Nafarroa. Ya, ur bobl o chom e seizh proviñs disheñvel, rannet etre div Stad met e pep lec'h gant ar memes youl souezhus da adperc'hennañ alc'hwez he frankiz: he yezh.
Unan eus ar broioù diwezhañ en Europa ar C'hornôg ma ne oa ket deuet a-benn hent ar politikerezh da gemer e greñv war hent ar feulster ivez. Ha setu ur spi bras o c'henel gant diviz ETA da baouez gant ar stourm armet. Daoust ha lezet e vo pobl Euskadi da zibab he dazont en un doare demokratel? Pe daoust ha dibab a raio an div Stad lakaat an traoù da vreinañ, mod pe vod, evit mirout ar statu quo? Nec'het e c'haller bezañ pa weler ar pezh a oa c'hoarvezet gant Aurore Martin, nevez zo.
Pouezus e vo kudenn ar brizonidi bolitikel ha perzh o familhoù en argerzh politikel a vremañ. Daou desteni a ginnigomp deoc'h en niverenn-mañ hag ivez sell Charlie Grall ouzh ur vro hag a anavez mat.
Traoù all a c'hoarvez e Stad Spagn. Emañ 63 % eus kannaded Parlamant Katalonia o paouez votiñ ez eo pobl Gatalonia riek war he gwirioù politikel ha lezennel. Digor eo an hent a gas betek ar referendom war an dizalc'hiezh e 2014. Enep bonreizh Stad Spagn ez a diviz kannaded Katalonia avat, pa'z eo-hi ur Stad ken disrannadus hag hon hini. Diaes-bras eo gouzout penaos ec'h emdroio an traoù. Ha poentoù all a ya war elum e-keit-se war gartenn kornôg Europa: Skos, Flandrez…
Ma, p'emaomp o peurskrivañ ar pennadig-stur-mañ, amañ e Breizh, e verzer gwerzh niverenn ziwezhañ ar gelaouenn Bretons. Gwir eo e oa skrivet war ar golo: "18 % a Vretoned a-du gant an dizalc'hiezh". Peadra da gontammiñ re all moarvat…
Marc'had an armoù, marc'had an dazont
Darempredoù zo etre Stadoù Europa a vez renet gant marc'had an armoù.
Afrikaned e Sina: hentoù nevez an divroañ
Mont a ra Afrikaned zo da glask fred e Sina daoust d'ar skoilhoù sokial.
Incredible Edible: Kemerit! Kemerit!
Ul luskad dic'hortoz zo deuet eus Breizh-Veur: Incredible Edible.
Albert Boché
Ur skrid e koun Albert Boché, aet d'an Anaon nevez zo, gant Daniel Doujet.
Ti Post Bear: izili Ai'ta! skarzhet manu militari
Klasket o deus izili Ai'ta! lakaat un tamm brezhoneg e Ti-post Bear.
Teuliad ar miz
Peoc'h en Euskadi: pouez ar brizonidi bolitikel.
Planetariom Breizh e Pleuveur-Bodoù: tostoc'h-tostañ ouzh ar stered!
Peadra da reiñ c'hoant da vont da Blanetariom Breizh e Pleuveur-Bodoù.
Sorj Chalandon hag e drubard
Romant Sorj Chalandon, Mon traître, awenet gant ar pezh en deus bevet eñ.
Back-Hold a live uhel e Kemper
Ur genstrivadeg Back-Hold, Gouren Bro-Skos, a vo e Kemper e fin ar miz.
Lennomp!
Div bajenn savet a-ratozh evit an deskidi gant skipailh Skol an Emsav.
Embann
Ur bladenn gant mouezhioù merc'hed Breizh ha levrioù bet resevet ganeomp.
Kemennadennoù
Niverus oc'h bet ho skoazellañ ho kelaouenn e 2012, ho trugarekaat a reomp.
Lizher
Ul lizher evidoc'h-c'hwi lennerien, digant renerezh skipailh Bremañ.