Tommadur lêr mab-den.
Tro ho peus bet marteze da glevet kaoz eus diac’hinad Fermi, diwar anv ar fizikour Enrico Fermi (1901–1954). Boulc’het en doa ur preder, a-gevret gant skiantourien all, diwar-benn an diouer a zarempred o deus an dud gant boudoù all daoust d’an hollved divuzul ha kozh-Noe en-dro dimp : perak ’ta emaomp digenvez ? Puilh eo an hentoù enklask bet difraostet hag a vez kendalc’het da duriañ abaoe gant rummadoù skiantourien nevez. Unan eus ar c’hinnigoù graet eo e vefe techet ar sevenadurioù da vont war hent an emzistruj. Unan eus an abegoù a vefe kresk ar galloud teknologel a ya kalz primoc’h eget ar skiant-vat. Da lavaret eo, plantañ tan e-barzh an ti pa ’z eur bac’het ennañ.
Ur mennozh damheñvel a vez skignet er mare-mañ gant an neuroskiantour Idriss Aberkane, gant ur sell kalz frealzusoc’h avat. Ul levr eo an natur hag e-lec’h e lenn emañ mab-den o teviñ anezhañ. Aze emañ kalonenn dislavar hor mod bevañ : kreskiñ ha kreskiñ c’hoazh a fell dimp ober diwar danvezioù annevezadus. Ha padal emañ an dud en ur bed kalz padusoc’h, an natur. Anavezout, intent ha doujañ gwelloc’h hon endro naturel a zegaso mennozhioù, binvioù ha doareoù bevañ nevez. Diskoulmoù dic’hortoz ivez. Ken tost hag e porzhioù hon atantoù : nevez e oa bet kavet e c’helled talañ ouzh astenn c’hwiliorezed Azia gant harp... yer du Gentieg. Ur spesad yer kozh eus bro Roazhon, war-nes mont da get.
An Douar hag he natur a zeuio a-benn da gavout un doare forzh penaos. Hepdomp. Gwashoc’h zo bet bevet gant ar blanedenn hag emañ o treiñ bepred. Bremañ eo cheñch... mar fell da vab-den padout.
Ar gelaouenn
Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.
Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha "N'eus netra skianteloc'h!"
Lizheroù & kemennadennoù
Kemennadennoù lies.
Ar bed
Bremañ er bed
Haiti, Norzhamerika, Katalonia...
Anavezout ar bed
Brezel diabarzh Spagn, pevar-ugent vloaz zo.
Broioù & pobloù
Ar skolioù divyezhek en Israel.
Breizh
Bremañ e Breizh
“Breizh Manif” Naoned, Kernitron-al-Lann...
Bevañ e Breizh
Iliz Tremael zo aet gant an tan e-kerzh miz Mezheven.
Bevañ e Breizh
Aet eo Martial Ménard d’an 8 a viz Gwengolo 2016.
Bevañ e brezhoneg
Arc’hantaouiñ Divskouarn, Mignoned ar brezhoneg...
Teuliad
Tan e-barzh an ti !
Bomm Jacques Chirac e 2002 zo gwiroc’h-gwirañ.
Breizh : stegn an traoù en arvor
Pennad-kaoz gant Yves Lebahy, douaroniour.
Taolioù-kaer tommadur an hin
Tud zo e-sell tennañ gounit diwar ar c’hemmoù a vo.
Gounit amzer pe stagañ ganti ?
Petra eo emzalc’h ar Stadoù e-keñver an hin ?
Sevenadur, dudi, sportoù
Levrioù, arzoù, embann
Levrioù liesseurt bet lennet gant kenskriverien Bremañ.
Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Buhez ar jazzman brudet Thelonious Monk.
Sportoù & yec'hed
Hag gouzout a rit petra eo ar c’h-Kabbadi ?
Sportoù & yec'hed
Keleier liesseurt diwar-benn sportoù ha yec’hed.
Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont.
Boued
Daou rekipe eeun, da aozañ boued prim ha dillo.