Gortoz betek bloavezh an erc’h du?
Pet pennad eus Bremañ a zo bet gouestlet d’ar brezhoneg, d’ar politikerezh yezh, d’ar skoilhoù, d’an taolioù-intrudu liesseurt? Ha gwall alies d’an dipit deuet da heul? Reizh eo lenn pennadoù eus ar seurt-se e Bremañ. Ar pezh n’eo ket reizh ez eo lenn ar memes pennadoù abaoe tregont vloaz diwar-benn ar memes skoilhoù. Karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver da skouer, sinet e 1999 hag interet e 2015 gant ar strollad en doa prometet he feurwiriekaat. Stourm c’hoazh hag adarre evit ar garta-se? Aozañ ur vanifestadeg ouzhpenn? Evit petra e gwirionez pa weler ez eo deuet an holl araokadennoù eus Breizh ha n’eo ket eus Pariz?
Politikel-kenañ eo kraf ar yezhoù e Frañs ha bremañ muioc’h eget biskoazh ez eo sklaer evel lagad an naer n’eo ket e Pariz e vo kavet an diskoulmoù met amañ, e Breizh. Ne vez ket doujet ouzh gwirioù ar vrezhonegerien en o bro, ar gwir da vevañ en o yezh, da gaout servijoù publik en o yezh, da gaout paperioù ofisiel en o yezh, da gaout ar gwir da zibab ur yezh pe eben e pep tachenn eus ar vuhez. Araokadennoù zo bet graet dre ar strivoù, ar stourmoù ha labour ar gevredigezh keodedel. Ha tizhet he defe homañ he moull?
E-korf daou vloaz (2014-2015) eo bet pulluc’het gant ar re a zo e penn ar galloud e Pariz, an daou dra o dije kontet da vat evit Breizh hag evit ar brezhoneg: an adunanidigezh ha karta europat ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Keit ma kendalc’himp da lakaat hon fiziañs er strolladoù a zo o sez e Pariz e kendalc’ho ar strolladoù-se d’ober promesaoù na zalc’hint ket.
Ar gelaouenn
- Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall. - Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh hag A-c’hin d’ar blev. - Lizheroù & kemennadennoù
Reizhadennoù evit skridoù embannet e niv. 404 Bremañ.
Ar bed
- Bremañ er bed
Patagonia, Indoneiz, Polonia, Okitania... - Anavezout ar bed
1950, e Brest: lazhet ur sindikalour gant ar polis. - Broioù & pobloù
Darempredoù hirbad etre Frañs ha Stadoù afrikan zo.
Breizh
- Bremañ e Breizh
Iwerzhon-Breizh, marc’had ar moc’h, Ubisoft ha Bolloré... - Bevañ e Breizh
Lenn Gwerledan a oa aet diwar-wel er bloaz-mañ. - Bevañ e brezhoneg
Emgleo Breiz, malizennad DaoDaf’, an arload Stag.
Teuliad
- Ar brezhoneg stanket en ur c’hroashent?
Ha chomet eo stanket ar stourm politikel evit ar yezh? - Piv zo war ar renk?
Roll kabalerien an daou guzul-rannvro zo Breizh.
Sevenadur, dudi, sportoù
- Levrioù, arzoù, embann
Un diskouezadeg diwar-benn Pierre Péron zo e Brest. - Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Ur c’hoari video nevez, Steredenn, savet e Breizh. - Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Kinnigoù teir fladenn kaset da Vremañ. - Sportoù & yec'hed
Muioc’h-mui e vez kavet boued hep gluten. - Petra ober, petra gwelet?
Diskouezadegoù, festoù pe festivalioù da zont. - Boued
Daou rekipe: pesked ha farz ha steredennoù kanell.