Bremañ - Niv. 434

Energiezhioù nevezadus : poell pe touell ?

Abaoe un toullad mat a vloavezhioù bremañ en em soñj tud zo war dalc’husted mod bevañ mad-ben. Diwar-se eo diwanet luskad preder ha diawel ar c’hollapsologiezh (s.o. Bremañ niv. 426). Penaos cheñch, gwellat, hon doare bevañ hep na c’houzañvfe an darn vrasañ eus an dud un diskar skrijus ? Dalc’h an energiezh (an tredan dreist-holl, a vag hor sklaved mekanikel) zo e-kreiz an afer. Koust ekologel hag efedusted ar produiñ energiezh nevezadus n’eo ket eus ar gwellañ c’hoazh. Pezh zo, deuet eo da vezañ diouzh ar c’hiz ha gwerzhet e vezont d’ar Stadoù ha d’an dud evel un diskoulm burzhudus, betek lakaat tud zo da vagañ disfiz. Hervez al lec’h, hervez an ezhommoù, hervez ar barregezhioù micher ivez, e c’hello an dud kavout mil ha kant diskoulm evit beveziñ o energiezh en un doare poellek ha padus. Ha klotañ a ra se gant palioù ar werzherien kreizennoù tredan ? Dre glevet arbennigourien a bep seurt, e teu splann a-walc’h ne vo ket kavet an tu da dremen hebiou ar c’hreizennoù derc’hanel (nukleel) diouzhtu. Setu perak e ve dreistpouezus e vefent kontrollet strizh ha neket lezet gant ar gennad prevez war zigarez espern arc’hant. Ret e vo digreskaat e memes koulz an ezhommoù dreistezhomm a sanker e penn an dud dre an daranverezh, ha klask tizhout an efedusted “gremmel” (energetek), un dra n’eo ket prest ar renad kevalaour da ober pa ’z a enep d’e lezenn diazez, daspugn ar c’hevala... Ur gudenn bolitikel da gentañ penn neuze. Ha gellet a raimp-ni Breizhiz, ha pelloc’h, holl pobloù ar bed, reiñ hor mouezhioù da glevet ?

skipailh Bremañ

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

 

Ar bed

Anavezout ar bed
Glad beredoù Kerne.

Broioù & pobloù
Mojenn zu an Akadianed er Gerveur.

Broioù & pobloù
Tasmantoù marvailhus Kastell Kronborg.

Breizh

Bevañ e Breizh
Coronavirus e 2020 : hor yezh diskaret er mediaoù.

 

Teuliad : Energiezhioù nevezadus : poell pe touell ?

An energiezhioù nevezadus...Poellek pe touellus ?
Ur sell hollek war efedusted ar produiñ nerzh nevezadus.

Brav al lavar metanaat, evit an ober avat... Skouer Tremorae
Jeu zo bet tro-dro da staliadur ur greizenn vetanaat.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Levrioù, arzoù, embann
Enez ar Rod, ar gened dreist pep tra...

Levrioù, arzoù, embann
Diwar-benn Ci-gît l’amer gant Cynthia Fleury.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Renata Flores Rivera, kanaouennoù modern e kechuaeg.

Sonerezh, sinema, c’hoarioù
Noz, ar filmoù-faltazi e brezhoneg a ya war-raok.

Boued
Kreien goañv ha Pavlova prim ha dillo.