Bremañ - Niv. 435

Ar Vretoned hag ar velo

E-touesk ar sportoù poblekañ eo ar velo e Breizh. Douetañs ebet da gaout, ken entanet e seblant ar Vretoned bezañ gant an Tour de France a vo o loc’hañ eus Brest ar bloaz-mañ hag a raio tro ar rannvro pevar devezh diouzh renk. Poblek ken-ha-ken ? Sur ha n’eo ket marteze o welet pegen bras eo an niver a redadegoù velo aozet gant tud a youl vat evel an Tro Bro Leon da skouer. Netra souezhus kennebeut all ma’ z eo bet savet delwennoù kampioned breton ar velo e Karaez pe ma’z eus bet aozet ur skrivadeg – e galleg hag e brezhoneg ! – e skolioù zo tro-dro d’ar velo, pe c’hoazh ma’z eo bet gouestlet mirdioù e Ploue pe e Sant-Mevenn d’ar velo pe d’o rederien hoalus evel Louison Bobet. Degaset ez eus bet soñj deomp zoken, pa oamp o sevel an teuliad-mañ, eus an tamm ribourtadenn a veze kanet e Kerne e deroù ar bloavezhioù 1970 : “Me ’m eus bet ur bisiklet vit ma anniversaire (bis), a veli a velo, a veli veli velo (bis), a vélocipède.”
Dall n’eo ket seurt karantez avat rak ar velo en deus da dalañ ouzh diaesterioù lies. Levezon an dramm da gentañ ha nevesoc’h zo marteze, ar c’houst war budjed foran an tiez-kêr pa n’eo ket ar c’houst ekologel stag ouzh un endro ekonomikel mod-kozh. Daoust ha gouest e vo ar velo da selaou gizioù nevez ar vro ?

Samuel Julien

TaolennPajennoù PDF

Ar gelaouenn

Soñj & disoñj
Un dibab keleier embannet e Bremañ gwechall.

Pennad-stur & Kronikenn
Gerig ar skipailh ha “N’eus netra skianteloc’h !”

Kemennadennoù & lizheroù

 

Ar bed

Anavezout ar bed
A belec’h e teu an aon rak an divroidi ?

Broioù & pobloù
Hag anavezout a rit skridoù Peter Schmitz ?

 

Breizh

Bevañ e Breizh
Un tamm tro e kumun Neant.

Bremañ e Breizh
Ur pennad e koun an emsaver Jean-Do Robin.

Bremañ e Breizh
Diaesterioù dilennidi EELV Roazhon er mizioù tremen.

 

Teuliad : Breizhiz sot gant ar velo

E barr-uhelañ ar bed ?
Pevar haroz dibar : Hinault, Bobet, Robic ha Petit-Breton.

Burzhudoù e Sant-Meven… eus an daouarn d’an divhar
Ur mirdi gouestlet da Louison Bobet e Sant-Meven.

Bro-Leon, bro ar velo
Pennad-kaoz gant unan eus aozerien Tro Bro Leon.

Tro-dro an Dro
Oberennoù awenet gant ar redadegoù war velo.

 

Sevenadur, dudi, sportoù

Sportoù & yec’hed
Un nebeud doareoù da wellaat ho VO2maks.

Levrioù, arzoù, embann
La fille d’elle-même gant Gabrielle Boulianne-Tremblay.

Levrioù, arzoù, embann
Al levrioù Lavar 20 hag Et les Bretons créèrent... Diwan.

Boued
Bara chia ha pebr-gwenn hag istr gant amanenn bezhin.